7,65 × 53 mm Mauser
Ar 7,65 × 53 mm Mauser, anvet ivez 7,65 mm Argentine pe 7,65 mm Belgian, zo ur gartouchenn evit an armoù-skoaz ijinet gant an alaman Paul Mauser evit e fuzuilh M1889[1]. Dibabet e voe evel munision standart gant arme Belgia e 1889, ha gant meur a vro eus Suamerika war-lerc'h, Arc'hantina en o zouez[2]. Produet e voe er Stadoù-Unanet evit arme Belgia da vare ar Brezel-bed Kentañ[3]. Produet e vez c'hoazh hiziv-an-deiz evit ar sportoù tennañ gant un dornad embregerezhioù evel Prvi Partizan pe Norma.
7,65 × 53 mm Mauser | |
---|---|
Kartouchennoù 7,65 × 53 mm Mauser | |
Doare | |
Doare douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Impalaeriezh Alaman |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,94 mm |
Ø trogleuziñ | 7,65 mm |
Ø kolier | 8,78 mm |
Ø skoaz | 10,90 mm |
Ø korf an douilhez | 12,01 mm |
Ø strad | 12,05 mm |
Tevder ar strad | 1 mm |
Hirder an douilhez | 53,60 mm |
Hirder ar gartouchenn | 76 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 10 - 14 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 650 - 830 m/s |
Energiezh ar vannadell | 2.920 - 3.509 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Deskrivadur
kemmañUnan eus ar c'hartouchennoù kentañ enne poultr divoged e oa. Ront e oa stumm he boledoù da gentañ, met begek (spitzer) int deuet da vezañ e deroù an XXvet kantved[1]. Ur stumm dezhañ ur bourled a zo bet savet anezhi evit ar fuzuilhoù dezhe kanolioù da wintañ. Heñvel a-walc'h eo he bannouriezh ouzh hini an .303 British[2].
Implijerien bet
kemmañDaveennoù
kemmañ- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
- ↑ 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Maxim, 7.65×53 Mauser war Modern Firemarms (lennet d'ar 15/09/2024)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) HAWKS Chuck, The 7.65x53 and 7.65x53R (7.65 Argentine, 7.65 Belgian) (lennet d'ar 15/09/2024)
- ↑ (fr) 7,65 mm Mauser war Arme et Passion (lennet d'ar 15/09/2024)