Glock (embregerezh)

Glock GmbH, anvet alies GLOCK, zo un embregerezh armoù skañv savet e 1963 ha diazezet e Deustch-Wagram (Aostria)[1]. Dont a ra e anv eus hini e saver Gaston Glock (1929-2023). Brudet eo an embregerezh evit e bistolennoù damsavet e polimer abaoe 1981. Labouradegoù an embregerezh a gaver e Aostria, e Smyrna (Georgia, Stadoù-Unanet Amerika) ha Bratislava (Slovakia).[2]

Logo an embregerezh Glock.

Produioù kemmañ

 
Glock 17 Rummad 1 implijet gant arme Norvegia

Pistolennoù kemmañ

Kalz adstummoù eus ar pistolennoù Glock zo bet produet abaoe an hini kentañ anezhe, ar Glock 17, brevetaet e 1981[1]. Memes ma ne oa ket ar bistolenn gentañ dezhi ur framm polimer (an hini gentañ, an Heckler & Koch VP70, a oa bet ijinet e 1970), berzh a reas hag implijet e vez hiziv e armeoù ha polisoù meur a vro, en o zouez SUA, Frañs, Kanada, Rouantelezh-Unanet, Republik Korea ha kalz reoù all.

Produioù all kemmañ

 
Kontell Glock Feldmesser 78
  • kontilli emgann (Feldmesser 78 ha Feldmesser 81)[1]
  • palioù evit an arme (Feldspaten)
  • gouleier laser ha poentoù ruz da vontañ war an armoù

Izembregerezhioù kemmañ

Daveennoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Glock History war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 11/02/2024) (saozneg)
  2. Production sites war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 11/02/2024) (saozneg)