Gourzhanvad
Ur gourzhanvad zo ul lunienn stil, enni implijet un anv-divoutin, evel un anv-familh pe ur merk da skouer, evit envel un dra voutin, pe ar c'hontrol.
Gourzhanvadoù anvioù-divoutin
kemmañ- Algoritm a zeu eus anv Al-Khwârizmî, ur matematikour persian eus an IXvet kantved.
- Louis Béchameil de Nointel, mestr-ostaleri Loeiz XIV, ijiner ar chaous bechamel
- John Moses Browning, ijiner unan eus ar pistolennoù damaotomatek kentañ. Implijet e voe Browning evit envel forzh peseurt pistolenn e deroù an XXvet kantved en Europa.
- Samuel Colt, ijiner revolverioù, anvet-holl Colt e genoù tud 'zo.
- John Loudon McAdam, ijiner ar macadam war-dro 1820.
- Eugène Poubelle, prefed departamant ar Seine, e-lec'h ma vontas war an dud d'ober gant poubellennoù e 1884.
- ar sandwichoù o deus kemeret anv John Montagu, 4e kont Sandwich.
Skiantoù
kemmañE bed ar fizik eo puilh an unanennoù anvet diwar anvioù skiantourien : amper (A) (André-Marie Ampère), volt (V) (Alessandro Volta), watt (W) (James Watt), ohm (Ω) (Georg Ohm), joul (J) (James Prescott Joule), tesla (Nikola Tesla), coulomb (Charles-Augustin Coulomb), pascal (Pa) (Blaise Pascal), hertz (Hz) (Heinrich Rudolf Hertz), newton (N) (Isaac Newton).
Merkoù
kemmañAnvioù merkoù pe embregerezhioù a implijer a-wechoù er yezh pemdez evit envel traoù boutin.
- Bic (« boulbluenn ») ;
- Brabant (« arar gant seier a bep tu ») ;
- Caddie (« karrigell gourmarc'had ») ;
- Coca (« evaj ennañ kola ») ;
- Canadair (« karr-nij bombezer dour ») ;
- Criterium (« doug-min ») ;
- Dolipran (« parasetamol ») ;
- Escalator (« skalieroù mekanik ») ;
- Frigo (« yenerez ») ;
- Gramofon
- Jacuzzi (« kibell-glogorennoù ») ;
- Kärcher (« naetaer uhelwask ») ;
- Kleenex (« mouchouer-paper ») ;
- K-way (« chupenn evit chom dizouret ») ;
- Lampichon (« lamp-petrol ») ;
- Pedalo (« bag troadikelloù ») ;
- Bouloù Quies (« stouvoù skouarn ») ;
- Satos (Société Automobile des transports de l'Ouest) (« karr-boutin », pe karr dezhañ rodoù kaoutchoug) ;
- Scotch (« seizenn begus ») ;
- Solex pe Mobylette (« c'hwil-tan ») ;
- Sopalin (« paper-kegin ») ;
- Taser ( « pistolenn-dredan ») ;
- Velux (« prenestr-toenn ») ;
- Zeppelin (« aerlestr sturius ») ;
- Zodiac (« kanod-aer gant ur c'heflusker »)