An amper (simbol A) eo an unanenn SI evit fonnder an tredan.

Termenet eo bet an amper gant Kuzuliadeg Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù e 1948.

Un amper zo, dre dermenadur, fonnder ur red digemm a brodufe un nerzh kevatal da 2 × 10-7 newton dre vetrad hirder ma vefe dalc'het e-barzh daou gonduer eeun ha parallelek, anfin o hirderioù, disterdra o zroc'h, ha war-hed ur metr an eil diouzh egile er goullonder.

Anvet ao bet an amper diwar André-Marie Ampère, unan eus dizoloerien bennañ an elektromagnetegezh .

Abaoe ma oa bet termenet talvoud digemenoù Josephson (CIPM (1988) Erbed 1, PV 56; 19) ha von Klitzing (CIPM (1988), Erbed 2, PV 56; 20) gant an SI, e c'heller kenaozañ an daou dalvoud-se (KJ = 4,835 979×10+14 Hz/V hag RK = 2,581 280 7×10+4 Ω) evit termeniñ an amper e-giz ur red elektrek digemm kevatal rik da 6 241 509 629 152 650 000 karg elfennel dre segondenn.

Liammoù diavaez

kemmañ

Diwar-benn ar BIPM (Burev Etrevroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù):