Ur sandwich zo ur seurt meuz a zeu e anv eus hini an diplomat hag amiral saoz John Montagu (1718-1792), 4vet kont Sandwich.

sandwich
seurt meuz
Iskevrennad eusfinger food, bánh, bread dish Kemmañ
Anv er yezh a orinsandwich Kemmañ
Anvet diwarJohn Montagu, 4th Earl of Sandwich Kemmañ
Bro orinBro-Saoz Kemmañ
Danvez implijetbara Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E204) Kemmañ
Arouezenn Unicode🥪 Kemmañ

Da gentañ e oa bara gant kig bevin sall, a blije kenañ d'an aotrou kont. Met dizemglev zo diwar-benn an doare ma voe ijinet.

Ur c'hoarier touet e oa John Montagu, hervez a gontas an istorour gall Pierre Jean Grosley (1718-1785) en e levr Londres (1770[1]). E 1762, p'edo o c'hoari ar c'hartoù, e teuas ur servijer da ginnig daou damm bara gant kig yen ha keuz ; kavout a reas d'ar c'hont e oa daou berzh mat d'ar meuz-se : n'en doa ket ezhomm da sevel diouzh taol da vont d'e bred ha da walc'hiñ e zaouarn a-raok derc'hel da c'hoari.

Disfiz a vag lod avat ouzh ar vojenn-se. Krediñ a reont e oa ur marc'h-labour eus an amiral, hag a voe er gouarnamant e 1765, ha n'en devoa ket kalz amzer da c'hoari. Gallout a raje, hervezo, bezañ kavet an tu-se da labourat en ur zebriñ.

Implij

kemmañ

Tud zo a aoz ur sandwich da gas gante d'ar skol pe d'o labour. Tud all a bren sandwichoù a vez graet en ostalerioù abaoe pell zo. Stalioù-sandwichoù a vez kavet e pevar c'horn ar bed bremañ, digor betek diwezhat en noz er c'hêrioù bras. Er stalioù-brasañ zoken e kaver da brenañ. Ur meuz bedel eo ar sandwich hiziv, met disheñvel eo eus an eil bro d'eben, eus an eil rzannvro d'eben alies zoken.

Debret e vez en yen peurvuiañ, met lod a vez debret en tomm, ha neuze e vez roet anvioù all dezho. N'eus ket bet ijinet mekanik ebet d'ober sandwichoù c'hoazh, evel ar re a zo evit fardañ croque-monsieur pe hot dog.

Breizh

kemmañ

E Breizh-Uhel, e Bro-Roazhon dreist-holl, ez eo kaletez gant silzig sandwich orin ar vro. Ur ganaouenn zo bet savet d'ar meuz, hag ur gevredigezh zo d'e zifenn.

Broioù all

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Klasket ez eus bet treiñ ar ger e brezhoneg.

  • Bara pok-ha-pok a vez lavaret dre fent[2]
  • Diwar ar ger luc'haj gallek casse-dalle e oa bet ijinet kazh-dall dre fent ivez.

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) BnF.
  2. Geriadur Ménard, 2020, p. 1202-a.