Kartoù
Gant kartoù, da lavaret eo rummadoù kartennoù ispisial, e vez graet meur a c'hoari, hervez ar seurt kartoù.
Dre vras e kaver e Breizh:
- ar c'hartoù ordinal, pe doare gall, pe doare saoz dezho, 32, 52 pe 54 c'hartenn enno.
- en doare gall eo skrivet: R, D, V, war gartoù zo, evit Roi, Dame, Valet
- en doare saoz eo skrivet K, Q, J, warno, evit King, Queen, Jack
- ar c'hartoù tarot (pe tarotoù), brasoc'h, 78 kartenn enno
- ar vuoc'h, disheñvel-mik ar skeudennoù anezho.
Ar c'hartoù ordinal
kemmañ- Daou liv, du ha ruz, zo d'ar c'hartoù, met pevar rumm zo: pikez, keur, karo, treflez.
- Pa vez komzet eus ur gartenn hepken e vez lavaret: ur bikezenn, ur geurenn, ur garavenn, un dreflezenn.
- Pa vez komzet eus atou, e vez lavaret un atouenn pe ur benngartenn.
- Kartoù niverennet zo e pep rumm
- eus 7 da 10, er c'hoari gant 32 gartenn
- eus 2 da 10 er c'hoari gant 52 gartenn, pe 54 mar konter an 2 farouell (joker) an vez e lod kartoù.
- ar born a vez graet eus an "1".
Ar c'hartoù tarot
kemmañEr c'hartoù tarot ez eus
- e pep rumm
- dek kartenn niverennet eus 1 da 10,
- peder c'hartenn gwisket, e-lec'h teir er c'hoari boutin, : ur marc'heg zo etre al lakez hag an itron,
- ur rumm all, anvet atou, gant kartoù eus 1 (an izelañ) da 21 (an uhelañ)
- ur gartenn all, anvet ar gitarour pe ar farouell gant lod, an digarez (diwar ar ger gallek) gant lod all.
Ar vuoc'h
kemmañPouez ar c'hoarioù
kemmañGwechall e veze c'hoariet 'r c'hartoù kenañ en ostalerioù. Hiriv ez eus kalz nebeutoc'h a ostalerioù hag e vez c'hoariet gant traoù a bep seurt a zegas arc'hant : bilhard, c'hoarioù tredan, pe redadegoù kezeg.
Poker a vez c'hoariet muioc'h-mui a-drugarez d'ar skinwel ha d'ar c'hazinoioù a zo en em glevet da vrudañ ar c'hoari-se, da sachañ pratikoù d'an tier-c'hoari. War an Internet e c'haller c'hoari ivez, a-benn gounez arc'hant.
Gerioù
kemmañ- Ur pleg a vez lavaret eus ar c'hartoù a zo war an daol pa vez bet lakaet e gartenn gant pep c'hoarier,
- Ober an dorn a vez lavaret eus reiñ ar c'hartoù d'ar c'hoarierien e deroù ur c'hoariadenn. Gant piv emañ an dorn ? a vez goulennet da c'houzout piv zo bet mestr hag a rank c'hoari da gentañ.
- Pa vez freuz-dorn er c'hoari-c'hartoù ne c'hoarier ket an taol, hag e vez adroet ar c'hartoù.