• Er pennad Yar e vo kaoz eus sterioù all ar ger.
Yar

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Galliformes
Kerentiad : Phasianidae
Genad : Gallus
Anv skiantel
Gallus gallus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Yar zo un anv roet d'an evn a zo parez ar c'hilhog, pe ar c'hog, hag a vez savet evit he c'hig hag he vioù. Ur poñsin a vez lâret eus an hini bihan. Ur bolez (pe evnez, pe enez) a vez graet eus ar yar yaouank, ha kabon eus ur par spazhet savet a-ratozh evit e gig.

Renket int holl er spesad Gallus gallus.

Klochal, pe sklokal a ra ar yar.


Dozviñ he vioù a ra ar yar, ha goude o goriñ: ur yar-c'hor a vez graet anezhi neuze.

Ober a ra hec'h here pa goll he fluñv.


Arouez

kemmañ

Ul loen aonik eo ar yar, hag implijet e vez ar ger evel kunujenn, e troioù-lavar evel Yar beliet, Yar dilostet, Kozh yar!

Meur a seurt yer zo: en un tu an evned-porzh, a zo meur a ouenn anezho, hag en tu all an evned gouez.

 
Yar "cou nu", noazh he gouzoug

Evned all

kemmañ
  • mab ar yar, a vez laret, dre fent, eus ar c'hog,
  • ur yarad a vez laret eus un nodad poñsined, pe houidi bihan kenkoulz all
  • ar yar-zour, ur yar-ouez a vev war ar stêrioù, douryar a vez graet anezhi ivez
  • ar yar-ouez
  • ar yar-Indez, un evn degaset eus an Indez, Amerika Kritol Goulm, a vez graet yar-Spagn anezhi ivez.
  • ar yar-here a veze graet eus ar yar debret en ur friko pa veze echu an here, hag eus anv ar friko en-eeun.

Loened all ha traoù all

kemmañ

Evit al loened all hag an traoù all anvet yar, gwelout ar pennad yar.

Gwelet ivez

kemmañ


Sellit ouzh ar ger yar er
wikeriadur, ar geriadur frank.