Ar c'hilhog (kilheien), pe ar c'hog (kigi), eo par ar yar. Ur c'habon a vez graet eus ur c'hilhog spazhet.

Kog o kanañ
Kog eus ar ouenn Barred Plymouth Rock.

Degaset e voe ar c'hilhog doñv (hag ar paun) en Europa dre Azia Vihanañ tro-dro ar VIIvet - VIvet kantved kent JK. Dont a reas da vezañ ul loen doñv da vat adalek an Vvet kantved kt JK.

Emgannoù kigi a vez aozet e broioù zo e Azia ar Gevred, Afrika hag Amerika Latin.

Arouez

kemmañ

Arouez al lorc'h eo ar c'hog. Kemeret eo bet da arouez gant Bro-C'hall ivez.

Troioù-lavar

kemmañ
  • En em gannañ evel kigi.
  • Kanañ re abred e gilhog:
  • Lakaat e gilhog da ganañ re uhel: fougeal re.

Sterioù all

kemmañ
  • kog ar varrikenn
  • kog a vez laret ivez ouzh ar c'halc'h.


Sellit ouzh ar ger kilhog er
wikeriadur, ar geriadur frank.