Ourgouilh
(Adkaset eus Lorc'h)
An ourgouilh, pe al lorc'h, unan eus ar seizh pec'hed kapital hervez an Iliz katolik, eo soñj an den a gav dezhañ eo uheloc'h e dalvoudegezh eget hini ar re all.
An dud lorc'hus ne vezont ket karet dre ma vezont faeus ouzh ar re all.
Gerioù niverus
kemmañNiverus a-walc'h eo ar gerioù a denn d'an ourgouilh, marteze dre ma n'eo ket ur si peurdianav d'ar vrezhonegerien.
Ouzhpenn ar gerioù ourgouilh ha lorc'h (pe lorc'hentez) e kaver :
- ar balc'hder
- ar bosac'h
- ar rogoni,
- an uhelegezh.
Vertuz enebet
kemmañOuzh an ourgouilh ec'h eneber an uvelded, pe an izelegezh, vertuzioù priziet er gatoligiezh.
Troioù-lavar
kemmañEus un den leun a ourgouilh e larer alies
- e vramm uheloc'h eget e revr
- ez eo uhel ar c'haoc'h en e revr
- ez eo uhel an tamm gantañ
Troet eo an den lorc'hus da vrabañsal, pe da fougeal, da fogasiñ, ha neuze e lavarer diwar e benn
- e kan re uhel e gilhog
- ez eus un ton ennañ
- ez eo ur sac'h-c'hwezh pe ur sac'h-kaoc'h
- ez eo c’hwezet evel un touseg
Krennlavar
kemmañ- Lorc'hig voan, Muioc'h a voged evit a dan.