Ar yer er c'hrennlavaroù
Setu un dornad krennlavaroù diwar-benn ar yer:
- Arabat gwerzhañ ar vi e revr ar yar
- Dibaot ar yar na goll he vi
O kanañ re goude dozviñ.
- Ur yar pa he devez dozvet a zo ret dezhi kanañ.
- Diouzh ar yar gozh e vez gwerzhet ar polizi.
- Pa gloch ar yar ez eus vi pe labous.
- Dre o beg e tezv (pe e tozv) ar yer.
- Ar yer a zebr aour hag a gac’h arc’hant.
- Gwenn pe rous (pe : Bezet gwenn, bezet rous...)
Pep yar a gar e labous.