Hamburger
Un hamburger a zo ur sandwich ennañ kig drailhet (kig bevin peurliesañ) poazh, krizaj ha lipig. Eus ar ger alamanek Hamburger, da lavaret eo annezad Hamburg e teu an anv — en Alamagn e vez anvet ar meuzioù diwar anv o lec'h orin.
War a seblant e voe impljiet kig moc'h rostet er penn-kentañ : brudet eo annezidi Hamburg da vezañ debrerien kig moc'h ; tamm-ha-tamm e voe implijet kig bevin. E-kerzh an XIXvet kantved e voe treuzkaset ar rekipe d'ar Stadoù-Unanet, pa voe treuzet ar meurvor Atlantel gant martoloded alaman an Hamburg-Amerika line. War bourzh ar vag just a-walc'h e vije roet ur meuz heverk eus Hamburg, ennañ kig drailhet, formaj hag ognon mesket.
Hiziv an deiz e talvez ar ger hamburger da aroueziñ ar sandwich e-unan hag an tamm kig a zo ennañ. Dav eo gouzout n'eus liamm ebet etre ar ger hamburger hag ar ger saoznek ham, "morzhed-hoc'h".
Leun a galoriennoù zo en un hamburger, hag e lod broioù ez eus bet aozet prosezoù gant tud o doa debret kalz anezho hag a oa deuet da vezañ kofek.
Er bed a-bezh
kemmañUn hamburger a c'haller debriñ er bed a-bezh hiziv an deiz. Fardet e vez gant embregerezhioù boued fonnus etrebroadel, an hini brudetañ o vezañ McDonald's. Daoust da se e seblant meuzioù all, evel ar pizza pe ar c'hebab bezañ ken brudet all, ma n'int ket brudetoc'h.
Ar re na vezont ket laouen gant ar bedeladur a lavar ez eo an hamburger unan eus arouezioù an impalaerouriezh amerikan er bed.
En Alamagn c'hoazh e kaver ur sandwich anvet Bremer, a-orin eus Bremen : un hamburger eo, ennañ un tamm pesk e-lec'h an tamm kig.