FR-F1
An FR-F1 (evit Fusil à Répétition Modèle F1) a oa ar fuzuilh-resisted standart implijet en arme c'hall etre 1966 ha 1989. Ur fuzuilh tennata dre zorn eo, dezhi ur vorailh. Kambret e oa da gentañ e 7,5 × 54 mm 1929C.[1]
Fusil à Répétition Modèle F1 | |
---|---|
Ur fuzuilh FR-F1 war he daoubez | |
Kinnig | |
Bro | Bro-C'hall |
Doare | Fuzuilh-resisted |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Munisionoù | 7,5 x 54 mm 1929C (stumm orin) 7,62 × 51 mm NATO |
Produer | Manufacture d'Armes de Saint-Étienne |
Mare implij | 1966 – fin ar bloavezhioù 1980 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 5,420 kg |
Hirder | 1.138 mm |
Hirder ar c'hanol | 552 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 800 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 852 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 10 kartouchenn |
Adstummoù | FR-F1 A, B ha C |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Istor ha mont en-dro
kemmañGoude an Eil Brezel-bed e veze implijet ar fuzuilh damaotomatek MAS 49 evel fuzuilh-resisted en arme c'hall, met ne oa ket savet an arm-mañ evit an implij-se da vat. E 1964 e c'houlennas an arme e vije savet ur fuzuilh a-ratozh-kaer. Ar Manufacture d'Armes de Saint-Étienne a c'houlennas alioù digant tennerien resisted an arme koulz ha digant tennerien sport an FFTir. E 1966 e voe kinniget pimpatromoù anvet FR-P hag e 1966 e voe dibabet ar fuzuilh gant an arme dindan e anv a-vremañ.
Ur fuzuilh-vorailh eo, dezhi ur c'hanol war-neuñv.[1] Un daoubez zo stag outi dindan he fust. Reoliek eo he draen. Kambret e oa da gentañ evit ar munision gall 7,5 × 54 mm C implijet e armoù ar vro abaoe 1930. Kambret e voe goude e 7,62 × 51 mm evit kordañ gant normoù AFNA. Kemeret eo bet he flas en arme c'hall gant an FR-F2 deveret anezhi adalek 1989.
Liamm diavaez
kemmañ- (fr) Les fusils de précision français : du FR-F1 au FR-F2 war ar chadenn Le feu aux poudres (gwelet d'ar 01/04/2024)