7,5 × 54 mm 1929C

(Adkaset eus 7,5 x 54 mm 1929C)
Arabat eo droukveskañ gant 7,5 × 58 mm.

Ar 7,5 × 54 mm, anvet ivez 7,5 × 54 mm MAS pe 7,5 mm French er-maez eus Bro-C'hall, zo ur gartouchenn bet implijet e armoù-skoaz an arme c'hall e-kerzh an XXvet kantved.

7,5 × 54 mm 1929C
Skeudenn ar pennad 7,5 x 54 mm 1929C

Ur munision 7,5 × 54 mm 1929C
Doare
Kalibr 7,5 mm
Doare douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Bro-C'hall Bro-C'hall
Muzulioù
Ø bannadell 7,84 mm
Ø trogleuziñ 7,57 mm
Ø kolier 8,66 mm
Ø skoaz 11,30 mm
Ø korf an douilhez 12,25 mm
Ø strad 12,34 mm
Tevder ar strad 1,40 mm
Hirder an douilhez 54 mm
Hirder ar gartouchenn 76 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 9 - 12,35 g
Tizh o vont e-maez V0 694 - 820 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 3.800 bar
Energiezh ar vannadell 2.996 - 3.028 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Goude ar Brezel-bed Kentañ e tivizas an arme c'hall cheñch ar c'halibr 8 mm implijet er fuzuilhoù Lebel abaoe 1886, peogwir ne dremene ket mat en armoù aotomatek nevez evel ar fuzuilh-vindrailher Chauchat. E 1924 e voe dibabet ur gartouchenn nevez, 7,5 × 58 mm he c'halibr, awenet diwar ar gartouchenn alaman 7,92 × 57 mm Mauser. Re heñvel e oa an div gartouchenn ha divizet e voe e 1929 berraat douilhez ar gartouchenn c'hall da 54 mm ha kreñvaat he strad evit izelaat ar riskl darvoudoù pe gwallzarvoudoù-tennañ.[1]

Implijet e voe ar gartouchenn 7,5 mm MAS en armoù gall e-pad an Eil Brezel-bed hag e brezelioù didrevadenniñ ar bloavezhioù 1950 ha 1960 dreist-holl. Dilezet e voe tamm-ha-tamm goude en arme c'hall evit munisionoù standart AFNA, ar 7,62 × 51 mm da gentañ hag ar 5,56 × 45 mm goude. Produet e vez c'hoazh evit an TAR (Tennañ gant Armoù Reoliek), ur sport tennañ.

Armoù kambret e 7,5 × 54 mm[1]

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) 7,5 mm Modèle 1929 C war al lec'hienn Armes et passion (lennet d'an 09/05/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan