Chauchat (fuzuilh-vindrailher)

Ar Chauchat, pe Fusil-mitrailleur Mle 1915 CSRG (evit Chauchat Sutter Ribeyrolles Gladiator) hervez e anv ofisiel en arme c'hall, pe c'hoazh Automatic Rifle, Model 1915 (Chauchat) hervez an arme stadunanat, a oa ar fuzuilh-vindrailher kentañ implijet gant an arme c'hall da vare ar Brezel-bed Kentañ.

Fuzuilh-vindrailher Chauchat
Fusil-mitrailleur Mle 1915 CSRG
Skeudenn ar pennad Chauchat (fuzuilh-vindrailher)

Ur fuzuilh-vindrailher Chauchat
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Mont en-dro Fuzuilh-vindrailher damaotomatek / aotomatek
Bloavezh krouidigezh 1915
Munisionoù Stumm orin
8 mm Lebel
Stummoù all
.30-06 Springfield
7,92 × 57 mm Mauser
7,65 × 53 mm Mauser
6,5 × 54 mm Mannlicher–Schönauer
Produerien Pezhioù, strollañ
Gladiator
SIDARME
Kanolioù
Manufacture d'Armes de Châtellerault
Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Niver produet War-dro 225.000
Mare implij 1916 - 1948 (Bro-C'hall)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 9,07 kg
Hirder 1.143 mm
Hirder ar c'hanol 470 mm
Perzhioù all
Lusk-tennañ 240 tenn/mn
Hed-tenn pleustrek 200 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 630 m/s
Endalc'h Karger hanter-gelc'hiek 20 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

A-raok ar Brezel-bed Kentañ he doa klasket Frañs, evel broioù all, diorren he c'hanolierezh hag hec'h armoù-tan hiniennel ponner evel ar mindrailherezioù. Goude deroù ar brezel e miz Eost 1914 e komprenas ar soudarded e oa ret kaout un arm-tan hiniennel gouest da dennañ en ur mod aotomatek evit skoazellañ un argad pe difenn ur savlec'h, met skañv a-walc'h evit bezañ diblaset buan war an dachenn-emgann. E 1915 e voe savet ur bodad-labour evit diorren un arm nevez, ennañ ar c'horonal Louis Chauchat, an ijinour Charles Sutter, ha Paul Ribeyrolles, rener an embregerezh marc'hoù-houarn Gladiator[1]. E dibenn 1915 e voe ganet ar fuzuilh-vindrailher Chauchat. Un arm dezhañ daou vod-tennañ (damaotomatek hag aotomatek) e oa. Pourveziet e oa gant ur c'harger 20 tenn hanter-gelc'hiek, abalamour da stumm ispisial he c'hartouchennoù 8 mm Lebel[1]. Un daoubez a oa stag outi. Kregiñ a reas he froduiñ buan a-walc'h ha lakaet e voe e servij en arme c'hall e miz Meurzh 1916. Soudarded stadunanat an American Expeditionary Forces a implijas anezhi etre 1917 ha 1918 ivez.

Ne blijas ket an arm d'ar soudarded da vat. Ne oa ket azasaet e wikefre hag e garger digor war ar c'hostezioù ouzh an emgannoù e frigas an trañchennoù[1], ha ne oa ket fiziapl. War-dro 19.400 skouerenn eus ur stumm kambret e .30-06 Springfield a voe savet evit ar stadunaniz e 1918[3], met gwashoc'h c'hoazh e oa e gudennoù mont en-dro[1]. Adalek 1924 e voe kemeret e blas en arme c'hall gant ar fuzuilhoù-mindrailher FM MAC 24 hag FM 24/29. Ne voe ket implijet kalz ar Chauchat e emgannoù goude ar Brezel-bed Kentañ, war-bouez e brezel Spagn a-wechoù[4], pe evel arm seizet gant ar Wehrmacht da vare an Eil Brezel-bed.

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (fr) Le fusil-mitrailleur de 8 mm CSRG modèle 1915, war Armement Réglementaire Français (lennet d'an 08/09/2024)
  2. Tennet eus ar gelaouenn L'Illustration, n°3909 (fr), 2 a viz C'hwevrer 1918
  3. (fr) Chauchat war Arme et Passion (lennet d'an 08/09/2024)
  4. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 264
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan