Ar MAS 36, ent ofisiel "MAS Modèle 36" (pe Fusil à répétition 7,5 mm M. 36 evit an arme c'hall) zo ur fuzuilh produet e Manufacture d'Armes de Saint-Étienne. Degemeret e oa bet e 1938 e armeoù Frañs evit kemer plas al Lebel doare 1886/93 hag armoù ar sistem Berthier skouer 07/15M16 ha 1892M16. Implijet eo bet un tamm adalek an Eil Brezel-bed (63.000 skouerenn pourveziet d'an arme e 1940 nemetken)[1] ha dreist-holl goude, e-kerzh Brezel Indez-Sina, Brezel Aljeria ha betek Brezel Viêt Nam.

Fusil à répétition 7,5 mm Modèle 36
Skeudenn ar pennad MAS 36

Ur fuzuilh MAS 36
Kinnig
Bro Drapeau des États-Unis Bro-C'hall
Mont en-dro Fuzuilh tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 7,5 x 54 mm 1929C, .22 Long Rifle (evit pleustriñ)
Produerien Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Mare implij 1938–1980 (Bro-C'hall)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,720 kg
Mas (karget) 3,850 kg
Mas (karget, gant he baionetez) 4,020 kg
Hirder 1.020 mm (1.290 mm gant he baionetez)
Hirder ar c'hanol 575 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 200 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 850 m/s
Endalc'h 6 + 1 gartouchenn

Daveennoù kemmañ

  1. Le fusil de 7,5 mm Modèle 1936 war al lec'hienn ArmesFrancaises.free.fr (lennet d'ar 04/02/2024) (galleg)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan