7,5 × 54 mm 1929C
Ar 7,5 × 54 mm, anvet ivez 7,5 × 54 mm MAS pe 7,5 mm French er-maez eus Bro-C'hall, zo ur gartouchenn bet implijet e armoù-skoaz an arme c'hall e-kerzh an XXvet kantved.
7,5 × 54 mm 1929C | |
---|---|
Ur munision 7,5 × 54 mm 1929C | |
Doare | |
Kalibr | 7,5 mm |
Doare douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Bro-C'hall |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,84 mm |
Ø trogleuziñ | 7,57 mm |
Ø kolier | 8,66 mm |
Ø skoaz | 11,30 mm |
Ø korf an douilhez | 12,25 mm |
Ø strad | 12,34 mm |
Tevder ar strad | 1,40 mm |
Hirder an douilhez | 54 mm |
Hirder ar gartouchenn | 76 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 9 - 12,35 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 694 - 820 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 3.800 bar |
Energiezh ar vannadell | 2.996 - 3.028 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Istor
kemmañGoude ar Brezel-bed Kentañ e tivizas an arme c'hall cheñch ar c'halibr 8 mm implijet er fuzuilhoù Lebel abaoe 1886, peogwir ne dremene ket mat en armoù aotomatek nevez evel ar fuzuilh-vindrailher Chauchat. E 1924 e voe dibabet ur gartouchenn nevez, 7,5 × 58 mm he c'halibr, awenet diwar ar gartouchenn alaman 7,92 × 57 mm Mauser. Re heñvel e oa an div gartouchenn ha divizet e voe e 1929 berraat douilhez ar gartouchenn c'hall da 54 mm ha kreñvaat he strad evit izelaat ar riskl darvoudoù pe gwallzarvoudoù-tennañ.[1]
Implijet e voe ar gartouchenn 7,5 mm MAS en armoù gall e-pad an Eil Brezel-bed hag e brezelioù didrevadenniñ ar bloavezhioù 1950 ha 1960 dreist-holl. Dilezet e voe tamm-ha-tamm goude en arme c'hall evit munisionoù standart AFNA, ar 7,62 × 51 mm da gentañ hag ar 5,56 × 45 mm goude. Produet e vez c'hoazh evit an TAR (Tennañ gant Armoù Reoliek), ur sport tennañ.
- Mindrailherez Darne
- MAC 24/29
- Reibel MAC 31 / MAC 34
- MAS 36
- Hotchkiss 34
- MAS 40
- MAS 44
- MAS 49 / MAS 49/56
- AA 52
- FR-F1 (stumm kentañ)
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) 7,5 mm Modèle 1929 C war al lec'hienn Armes et passion (lennet d'an 09/05/2024)