Arabat eo droukveskañ gant 7,5 × 54 mm 1929C pe 7,7 × 58 mm Arisaka.

Ar 7,5 × 58 mm, anvet en ur mod ofisiel 7,5 Mle 1924 C en arme c'hall[1], a oa ur gartouchenn armoù-tan ijinet e Bro-C'hall e penn-kentañ ar bloavezhioù 1920 evit kemer plas an 8 mm Lebel, a oa diamzeriet ha diaes hec'h implij en armoù aotomatek[2]. Implijet e voe ar 7,5 × 58 mm er fuzuilh-vindrailher FM 24 lakaet e servij e 1924, met kalz gwallzarvoudoù tennañ a c'hoarvezas abalamour dezhi bezañ re heñvel ouzh ar munisionoù 7,92 × 57 mm Mauser tapet digant an Alamaned goude ar Brezel-bed Kentañ. Divizet e voe neuze berraat anezhi ha kreñvaat he strad, ha ganet e voe ar 7,5 × 54 mm e 1929. Adkambret e voe an armoù evit ar c'halibr nevez[1].

7,5 × 58 mm 1924
7,5 Mle 1924 C
Doare
Kalibr 7,5 mm
Doare douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Bro-C'hall Bro-C'hall
Mare implij 1924 - 1929 (arme c'hall)
Muzulioù
Ø bannadell 7,80 mm
Ø trogleuziñ 7,57 mm
Ø kolier 8,83 mm
Ø korf an douilhez 12,29 mm
Ø strad 12,35 mm
Hirder an douilhez 57,8 mm
Hirder ar gartouchenn 80,2 mm
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Hiziv an deiz eo ral ar munisionoù 7,5 × 58 mm 1924 hag an armoù kambret evite. Priziet int gant an dastumerien.

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Le fusil-mitrailleur de 7,5 mm modèle 1924 et modèle 1924 M29 war Armes Francaises (lennet d'an 09/09/2024)
  2. (fr) 7,5 mm Modèle 1924 war Arme et Passion (lennet d'an 09/09/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan