7,7 × 58 mm Arisaka

Arabat eo droukveskañ gant 7,5 × 58 mm.

Ar 7,7 × 58 mm Arisaka, anvet a-wechoù 7,7 mm Japanese pe .31 Jap[1] er broioù saoznek, a zo ur gartouchenn armoù-skoaz, implijet evel munision standart e fuzuilhoù ha mindrailherezioù 'zo en arme japanat eus 1940 betek fin an Eil Brezel-bed[2].

7,7 × 58 mm Arisaka
Skeudenn ar pennad 7,7 × 58 mm Arisaka Kartouchennoù 7,7 × 58 mm Arisaka
Doare
Doare korf an douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Impalaeriezh Japan Impalaeriezh Japan
Mare produiñ 1940 - 1945
Muzulioù
Ø bannadell 7,92 mm
Ø kolier 8,58 mm
Ø skoaz 11 mm
Ø korf an douilhez 12,02 mm
Ø strad 12,07 mm
Tevder ar strad 1 mm
Hirder an douilhez 57,8 mm
Hirder ar gartouchenn 79,6 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 10 - 13 g
Tizh mont e-maez V0 730 - 820 m/s
Energiezh ar vannadell 3.144 - 3.712 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Savet e oa bet 7,7 × 58 mm evit ar fuzuilh Arisaka 99 e 1939 a-benn kaout ur munision uheloc'h e c'halloud evit ar 6,5 × 50 mm Arisaka implijet betek-neuze. Heñvel a-walc'h e oa ouzh an .303 British. Daou stumm nes a voe produet, an eil anezhe gant un damvourled evit ar mindrailherezioù, hag egile dezhañ ur greuzenn[2].

Implij

kemmañ
  • fuzuilh "Arisaka" doare 99
  • fuzuilh-vindrailher doare 97
  • mindrailherez doare 92
  • mindrailherez doare 99

Goude an Eil Brezel-bed e voe degaset kalz fuzuilhoù Arisaka 99 d'ar Stadoù-Unanet gant soudarded, evel trofeoù. Implijet e voent stank evit chaseal jiboez bras eno abalamour da c'halloud ar munision 7,7 × 58 mm. Diwar-c'hiz ez a ar c'halibr tamm-ha-tamm abalamour n'eus ket bet produet armoù nevez kambret evitañ abaoe ar bloavezhioù 1940[1].

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) HAWKS Chuck, The 7.7x58mm Japanese Arisaka (lennet d'an 03/09/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (en) JAMES Garry, WWII Rifles in the Pacific: M1 Garand vs. Arisaka, Guns&Ammo, 05/12/2013 (lennet d'an 03/09/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan