Pistolet automatique modèle 1935S

Arabat eo droukveskañ gant Pistolet automatique modèle 1935A.

Ar PA 35S (PA evit Pistolet Automatique, Pistolenn Aotomatek), anvet Pistolet automatique modèle 1935S en ur mod ofisiel, zo ur bistolenn damaotomatek un-ober ijinet e Labouradeg Armoù Saint-Étienne hag implijet gant arme Bro-C'hall dreist-holl[1]. Servijout a reas war an tachennoù-emgann etre fin ar bloavezhioù 1930 hag ar bloavezhioù 1970.

PA 35S
Skeudenn ar pennad Pistolet automatique modèle 1935S
Ur bistolenn PA 35S e Mirdi an Arme (Pariz)
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Doare Pistolenn damaotomatek, un-ober
Mont en-dro Tennata dre argil berr ar c'hanol
Munisionoù 7,65 × 20 mm Long
Produerien Stumm PA35S
Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Stumm PA 35SM1
Manufacture d'Armes de Châtellerault
Manufacture d'Armes de Saint-Étienne (frammoù ha kargerioù)
Manufacture d'Armes de Tulle (kanolioù ha riklerezioù)
Manufacture d'Armes de Paris (kanolioù)
SAGEM (10.000 skouerenn a-bezh)
Mare produiñ 1937 - 1956
Niver produet 67.572
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 0,720 kg
Hirder 197 mm
Hirder ar c'hanol 109 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù V0 345 m/s
Endalc'h Karger fiñv 8 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Evel ar PA 35A eo ganet ar PA 35S diwar c'hoant arme Bro-C'hall da vezañ pourveziet gant un arm-dorn modernoc'h evit ar revolver Modèle 1892 goude ar Brezel-bed Kentañ. Soñjet e voe er bloavezhioù 1920 sevel ur bistolenn nevez kambret e 9 × 19 mm Parabellum, abalamour en doa diskouezet ar munision e efedusted etre 1914 ha 1918 e armoù evel ar Colt M1911 stadunanat hag al Luger P08 alaman. A-benn ar fin e prenas Frañs ur stock munisionoù 7,65 × 20 mm Long digant ar Stadoù-Unanet, ha daoust da wander ar gartouchenn-mañ e voe divizet implijout anezhi en armoù-dorn nevez[2].

Goude esaeoù e 1935 e voe kaset amprouennoù en arme c'hall gant meur a bistolenn. Div anezhe a voe dibabet : ar PA 35A savet gant an SACM, hag ar PA 35S ijinet er MAS. Ur mod e oa da adtapout dale Frañs war dachenn an armoù-dorn damaotomatek o klask produiñ muioc'h anezhe. Daoust da neuz damheñvel an div bistolenn, ne c'haller ket implijout pezh ebet eus an eil evit lakaat war eben[3].

Produet e voe an arm e Saint-Étienne etre 1938 ha miz Even 1940. Goude ar brezel e voe degaset kemmoù d'al loc'henn-surentez. Ar stumm nevez, anvet PA 35SM1, a voe produet a-drugarez da genlabour meur a labouradeg betek 1956. Ouzhpenn 67.000 skouerenn eus an daou stumm a voe produet en holl[1].

Servijout a reas ar PA 35S en Eil Brezel-bed, e brezel Indez-Sina hag e hini Aljeria, memes ma voe kemeret he flas gant ar MAC 50 adalek 1950 tamm-ha-tamm .

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) BASTIÉ Jean-Pierre, Les armes réglementaires françaises en 7,65 Long - PA 1935 A & S, PM 1938, Crépin-Leblond, 2021, 208 p., ISBN 9782703004646

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Le Pistolet automatique de 7,65 mm modèle 35S et 35SM1, war Armes Françaises (lennet d'ar 25/10/2024)
  2. (fr) Maître Luger, PA35A et PA35S – Le duo de pistolets français en 7,65 Long, Theatrum Belli, 21/03/2022 (lennet d'ar 25/10/2024)
  3. (fr) Le Pistolet automatique de 7,65 mm modèle 35A, war Armes Françaises (lennet d'an 18/09/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan