Manufacture d'Armes de Tulle

Ar Manufacture d'Armes de Tulle (Labouradeg Armoù Tulle), anvet alies MAT, a zo bet e-touez al labouradegoù-Stad armoù pouezusañ e Bro-C'hall betek dibenn an XXvet kantved, asambles gant reoù Saint-Étienne ha Châtellerault. Diazezet e oa e Tulle (departamant ar Corrèze).

Ar bistolenn-vindrailher MAT 49, unan eus an armoù brudetañ produet gant ar MAT

E 1690 e voe treuzfurmet unan eus milinoù Tulle en un atalier evit sevel kanolioù fuzuilhoù. Peadra da sevel armoù a gaved nepell diouzh Tulle : dour evit lakaat ar mekanikerezhioù da vont en-dro, koad evit lammoù ha fustoù an armoù-tan, ha dir e mengleuzioù en Dordogne a-vremañ. Tamm-ha-tamm e kreskas an niver a atalieroù armoù er barrez. E 1777 e voent bodet diwar urzh Loeiz XVI hag anavezet evel ul Labouradeg Roueel[1].

En he barr e voe al labouradeg da vare ar Brezel-bed Kentañ, pa laboure 4.600 micherour etre he mogerioù[1]. Al labouradeg a oa c'hoazh implijerez kentañ al Limousin pa voe serret e 1990[2] abalamour da adaozadur industriezh an armoù e Frañs. Ur mirdi war an armoù a voe savet e 1979 e Tulle. Ennañ e vez kinniget armoù a bep seurt, savet er gêr pe get. Lod anezhe a vez prestet gant Mirdi an Arme e Pariz[3]. Pezh koshañ ar mirdi zo ur blatinenn-gailhastr savet e 1693 e Tulle, bet adkavet e-kichen New-York (Stadoù-Unanet)[4].

Armoù bet produet er MAT

kemmañ

N'eo ket klok ar roll-mañ. Kinniget eo an armoù produet en urzh kronologel.

Gwelet ivez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • CAYRE Yves, Histoire de la Manufacture d’armes de Tulle de 1690 à 1970, Tulle, MAT, 1973, 273 p.

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) GIOVANNI Mathilde, Le musée des Armes de Tulle, war Détours en Limousin, 03/06/2016 (lennet d'an 18/09/2024)
  2. (fr) PHILIPPE Olivier, L’ancienne Manufacture d’armes de Tulle reste le garant de l’histoire ouvrière de la ville, e La Montagne, 22/07/2013 (lennet d'an 18/09/2024)
  3. (fr) Informations touristiques sur le musée des armes de Tulle, Annuaire Tourisme France (lennet d'an 18/09/2024)
  4. 4,0 ha4,1 (fr) À la découverte des collections du musée des armes, levrig da bellgargañ, 2017 (lennet d'an 18/09/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan