Linennad (unanenn)
Al linennad (arouez: ln) zo un unanenn hed meizet e-doug ar Grennamzer. Peurvuiañ eo keit hag an daouzekvet lodenn eus ar meutad.
En horolajerezh e vez damimplijet al linennad, keit ha 2,255 mm rik, evit kalibrañ ur fiñvadenn, aliezik.
Keit ha 2,116 mm rik eo al linennad er reizhiad angl-ha-saoz hiziv. Linennad ar Roue Frañs, arouez l, an daouzekvet lodenn eus meutad ar Roue, a oa bet termenet gant Lezenn an 19vet eus miz ar Frimenn er Bloaz VIII (an 10vet a viz Kerzu 1799). Kinnig a ra homañ eo « keit ar metr ha 3 zroatad hag 11,296 linennad eus tez Pariz ». E-tro 2,256 mm zo el linennad dindan ar Renad Kozh, neuze.
Hervez reizhiad ofisiel ar Grennamzer, ez eus :
- 9 linennad en ur bizad (= ¼ palvad)
- 12 linennad en ur meutad (= ⅓ palvad)
- 34 linennad en ur palvad
- 144 linennad en un troatad (= 4 palvad)
- 216 linennad en un ilinad (= 6 palvad)
- 864 linennad en un tezad (= 24 palvad)
War ar memes tro e veze implijet ur reizhiad diazezet war pemp niver eus heuliad Fibonacci (1175-1240) gant ar saverion ilizoù-meur :
- 1, 1, 2, 3, 5, 8, 13, 21, 34, 55, 89, 144, 233, 377, 610, 987...
« Ar ganenn real » a veze graet eus o benveg muzuliañ. 555 linennad(≈ 1,25 metr) a oa enni.
Pemp muzul dishañval a oa outi, liammet an eil ouzh egile dre sammañ ar muzulioù diaraok.