Ar rahouenn zo un unanenn hed kozh. Hed an dorn digor eo an diazez, par eo neuze d'an hed zo etre beg ar biz-meud ha beg ar biz-bihan pa astenner ar bizied, da lâret eo e-tro 20 cm. Kar eo d'ar ger rhychwant en kembraeg hag a dalv kement ha palv an dorn ivez. Deveret eo ar ger-mañ eus ar rakger pouezañ ra- hag un termen amsklaer.

Muzuliañ gant an dorn
1)
2) Rahouenn
3) Palv an dorn

10 bizad pe 7 ½ meutad (= 90 linennad) zo er rahouenn naturel (e gresianeg lichas). A-hend-all, ar peurliesañ, eo keit hag an daoufarzh eus an troatad, da lâret eo 10 ⅔ bizad pe 8 meutad (=96 linennad).

Er reizhiad dibar d'ar saverion ilizoù-meur er Grennamzer e oa 89 linennad real rik er rahouenn.

Dre leterc'hañ, er skiantoù-anavout, eo ar rahouenn ar c'hementad termenet a stlennoù (gerioù, sifroù, ha c'hoazh) a c'hall bezañ berniet en eñvor war verrdermen.