Ar CZ P-09 zo ur bistolenn damaotomatek savet gant an embregerezh Česká Zbrojovka a.s.. Un arm e polimer eo. Kambret eo e 9 × 19 mm (endalc'h 19+1), e .40 S&W (endalc'h 15+1) hag e .22 LR (endalc'h 10+1). Produet e vez abaoe 2009.

CZ P-09
Skeudenn ar pennad CZ P-09

CZ P-07 (stumm bihanoc'h ar P-09)
Kinnig
Bro Banniel Tchekia Tchekia
Munisionoù 9 mm Parabellum
.40 S&W
.22 LR
Produerien Česká Zbrojovka,

FAME S.A.C. (e Banniel Perou Perou)

Mare implij Abaoe 2009
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 860 g
Hirder 205 mm
Ledander 37 mm
Uhelder 148 mm
Hirder ar c'hanol 115 mm (4,5")
Perzhioù teknikel
Mont en-dro un-ober / daou-ober
Tizh o vont e-maez 360 m/s gant ur boled 8 g e 9 mm Parabellum


313 m/s gant ur boled 11 g e .40 S&W

Endalc'h Karger-fiñv 19 tenn (9 mm Parabellum), 15 tenn (.40 S&W) pe 10 tenn (.22 LR)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B
Ur CZ P-09 kambret e 9 x 19 mm ganti daou garger.

Ar CZ P-09 a zo un arm stumm standart (kanol 115 mm). E stumm bihan eo ar CZ P-07 (kanol 95 mm). Mont a ra en-dro e blatinenn e mod un-ober pe daou-ober.

Liammoù diavaez

kemmañ
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan