.22 WMR
Ar .22 WMR , .22 Winchester Magnum Rimfire ,.22 Magnum pe .22 Mag zo ur munision armoù-tan hiniennel ijinet e 1959 gant an embregerezh amerikan Winchester. Galloudusoc'h eo evit an .22 Long Rifle. E voled a c'hall bezañ gwisket pe lakaet drajez plom ennañ. Ar munision nemetañ eo en deus graet berzh e-touez ar re skoet war o zro savet en XXvet kantved[1]. An arm kentañ kambret e .22 WMR a oa ar Winchester Model 61 (1960).
.22 WMR | |
---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .22 Court, .22 Long Rifle, .22 Winchester Magnum Rimfire ha .22 Hornet | |
Doareoù | |
Kalibr | 5,7 mm |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | war an dro |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Mare implij | Abaoe 1959 |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 5,7 mm |
Hirder ar gartouchenn | 34 mm |
Hirder an douilhez | 26,7 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 2,3 da 2,6 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 560 da 600 m/s |
Energiezh ar vannadell | 360 da 440 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Un nebeud armoù kambret e .22 WMR kemmañ
Fuzuilhoù ha karabinennoù kemmañ
En o zouez ez eus fuzuilhoù daouhanter a ginnig ur c'hanoll all kambret e kalibr 12.
- Marlin Model 57M Levermatic
- Savage Model 24
- Winchester Model 61, 275 ha 255
- Chiappa Double Badger
- Springfield Armory M6 Scout
- Chiappa M6 Survival Gun
- Ruger 10/22
- Remington Model 597
- Savage arms A22 magnum
Revolverioù kemmañ
Ar merkoù-mañ o deus produet revolverioù kambret e .22 HWR :
- Smith & Wesson
- Colt
- Taurus
- North American Arms
- Heritage Arms
- Sturm, Ruger & Co.
Pistolennoù damaotomatek kemmañ
- Kel-Tec, Grendel hag AMT o deus produet pistolennoù e .22 HWR.
Daveennoù kemmañ
- ↑ Frank C. Barnes, Cartridges of the World (10th ed.), Krause Publications 2003 (saozneg)
- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP