Ar 6 mm Flobert, anvet ivez .22 BB Cap (Bulleted Breach Cap) zo ur munision ijinet e 1845 evit ar pistolennoù gant ar Gall Louis-Nicolas Flobert. N'eus ket poultr ennañ : poulzet e vez e voled gant un darzhadenn fulminat merkur, dezhi ur galloud heñvel ouzh hini un emors a-vremañ. Ur stumm all eus ar munision a gaver, begek e voled, anvet e Stadoù-Unanet Amerika .22 CB Cap (Conical Bullet Cap). En Europa e raer gant an anv 6 mm Flobert evit an daou seurt kartouchennoù.

6 mm Flobert
Skeudenn ar pennad 6 mm Flobert Kartouchennoù 6 mm Flobert hag o boest
Doare
Kalibr .22 / 5,56 mm
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ war an dro
Bro orin Bro-C'hall Bro-C'hall
Muzulioù
Ø bannadell 5,7 mm
Ø kolier 5,7 mm
Ø korf an douilhez 5,7 mm
Ø strad 6,9 mm
Tevder ar strad 1 mm
Hirder an douilhez 7,2 mm
Hirder ar gartouchenn 8,7 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 1 g
Tizh o vont e-maez V0 230 - 240 m/s
Energiezh ar vannadell 27 - 35 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Abalamour d'o galloud izel par da hini ur vannadell kaset gant aer gwasket, ne vez ket implijet stank ar munision-mañ e bed ar sportoù tennañ pe ar chase. Ar 6 mm Flobert en deus awenet an Amerikaned Horace Smith ha Daniel B. Wesson evit ijinañ ar munisionoù .22 Short a vo deveret anezhe kalz a galibroù eus ar familh .22 evel an .22 Long, an .22 Extra Long hag an .22 Long Rifle.

Daveennoù

kemmañ
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan