An .243 Winchester, .243 Win pe 6 × 52 mm[1] (anv metrek) zo ur munision armoù-tan hiniennel produet abaoe 1955 gant an embregerezh stadunanat Winchester, da gentañ evit e garabinennoù Model 70 ha 88. Deveret eo eus an .308 Winchester.

.243 Winchester
Skeudenn ar pennad .243 Winchester

A gleiz da zehou : kartouchennoù 7 × 64 mm - .243 Winchester - .222 Remington - .22 LR
Doare
Kalibr .243 / 6,2 mm
Doare korf an douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 6,2 mm
Ø trogleuziñ 6 mm
Ø kolier 7 mm
Ø skoaz 11,5 mm
Ø korf an douilhez 12 mm
Ø strad 12 mm
Hirder an douilhez 51,90 mm
Hirder ar gartouchenn 68,83 mm
Pouez ha perzhioù all
Pouez ar vannadell 3.56 - 6.8 g
Tizh o vont e-maez V0 900 - 1240 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 4100 bar
Energiezh ar vannadell 2500 - 2900 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ur c'halibr poblek eo e Frañs hag er Stadoù-Unanet. Gantañ e vez chaseet loened evel ar yourc'hed pe ar chamoezed[2]. Implijet e vez er sportoù tennañ ivez. Er Stadoù-Unanet hag e broioù all e vez graet gantañ e fuzuilhoù-resisted an arme hag ar polis. Nebeud a argil en deus met galloudus a-walc'h eo.

Daveennoù

kemmañ
  1. Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
  2. Hervez (fr) Le Chasseur français, HS no 26 « Armes et équipements 2002 », miz Gwengolo 2002
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan