.30-30 Winchester
Ar munision .30-30 Winchester, anvet a-wechoù .30 Winchester Center Fire pe .30 WCF zo ur gartouchenn skoet en he c'hreiz ijinet e 1895 gant John Moses Browning evit Winchester. Dont a ra hec'h anv eus he c'halibr (0,30 meutad) ha deus he c'hargad poultr (30 greunenn, da lavaret eo 1,95 g). Ar gartouchenn chase kentañ enni poultr hep moged e oa. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz evit chaseourien ha tennerien sport e Norzhamerika hag en Europa.
.30-30 Winchester | |
---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .223 Remington - .30-30 Winchester - .308 Winchester | |
Doare | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Kalibr | .308 / 7,62 mm |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,8 mm |
Ø trogleuziñ | 7,6 mm |
Ø kolier | 8,4 mm |
Ø skoaz | 10,2 mm |
Ø korf an douilhez | 10,7 mm |
Ø strad | 12,9 mm |
Tevder ar strad | 1,6 mm |
Hirder an douilhez | 51,8 mm |
Hirder ar gartouchenn | 64,8 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 7 - 11 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 679 - 818 m/s |
Energiezh ar vannadell | 2.390 - 2.615 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Implijet e voe a-wechoù en armeoù : gant ar marc'hegerezh gall er fuzuilh Winchester 1894[1], gant ar British Navy er Brezel-bed Kentañ pe gant strolladoù all evel gwarded-aod Stadoù-Unanet Amerika[2].
Bannadell
kemmañBoled an .30-30 zo ront e benn. Ijinet e oa bet evit ar fuzuilh Winchester 1894, a zo ul loc'henn-grogenn ganti : gant ar stumm ront zo nebeutoc'h a riskloù e lakfe ar boled da darzhañ emors ar gartouchenn a zo dirazañ e karger korzennek an arm.
Boledoù ar c'halibr-mañ zo gwisket ha/pe emledus, dre m'int bet soñjet evit ar chase.
Un nebeud armoù kambret e .30-30
kemmañ- Winchester 1894
- Marlin 336
- Savage 340
- Thompson Contender
- Mossberg 464
- Rossi Rio Grande
Daveennoù
kemmañ- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
- ↑ (fr) La Winchester 1894 dans l'armée française, war lec'hienn an UFA, 10/12/2019
- ↑ (fr) La .30-30 Winchester, war Le blog du tireur de précision, 13/05/2019