Ar cook off, cooking off pe tarzhadenn degaset gant an tommder a c'hoarvez a-wechoù en armoù dezhe ur sistem gant ur gulasenn serr.

Deskrivadur

kemmañ

War an armoù-tan hiniennel

kemmañ

An armoù-tan dezhe ur sistem kulasenn serr a zo resisoc'h evit ar re all, met chom a ra serr o c'hulasenn da vare an tenn. Tomm-kenañ e chom kambr ar munision, hag e degouezhioù zo e c'hall an tommder-se lakaat emors ar gartouchenn da darzhañ hep ma vefe skoet, en ur gas ar vannadell war-raok er c'hanol. Dañjerus eo peogwir e c'hall an arm tennañ e-unan pa vez buket war-zu un den, pe pa vez digoret ar gulasenn just a-raok an darzhadenn abalamour d'ar gazoù produet a c'hell gloazañ an dud tost.

E-touez an armoù serr o c'hulasenn emañ :

E-barzh ar c'hirri-houarnet

kemmañ

E-barzh ar c'hirri-houarnet e c'hall an tommder degaset gant implij ar c'hanol pe tarzhadenn ur vannadell a-enep-tankoù lakaat ar munisionoù e-bourzh da darzhañ. Distrujet e vez ar c'harr-houarnet penn-da-benn pa c'hoarvez, peurliesañ.

Diskoulmoù

kemmañ

War an armoù-tan hiniennel eo bet ijinet ar sistem kulasenn digor evit yenaat ar wikefre ha tremen hebioù ar cook off. E-barzh kirri-houarnet zo, evel an tankoù amerikan M1 Abrams da skouer, ez eus bet ouzhpennet ur sistem evit yenaat al lec'h m'eo renket ar munisionoù dre skarzhañ an aer domm er-maez.

Liammoù diavaez

kemmañ
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan