Lezennoù war an armoù e Frañs
Meur a lezenn, ordrenañs pe dekred war implij ha perc'henniezh an armoù a zo bet e Frañs abaoe ar XVIvet kantved, e-sell da izelaat an niver a dorfedoù pe da aesaat kontrol ar Stad war ar boblañs da geñver brezelioù da skouer. Hervez un istimadur graet e 2008 e oa tro 20 milion a armoù-tan er vro ha war-dro 3 milion anezho disklêriet nemetken. E 2005, diwar 2.105 den lazhet gant un arm-tan e Frañs, 36 a oa abalamour d'ur gwallzarvoud, 124 goude un dagadenn ha 1.653 goude un emlazh.[1]
Renad Kozh
kemmañAbaoe deroù ar XVIvet kantved ez eus bet embannet lezennoù ha lakaet harzoù war berc'henniezh hag implij an armoù-tan e Rouantelezh Frañs. E 1563 e lavare ar roue Charlez IX e oa an armoù-tan abeg da veur a laeroñsi ha torfed[2]. 85 bann a voe embannet gant rouaned Frañs etre 1516 ha 1785 war an danvez-mañ. Nac'het e oa da dud an Trede-stad kaout armoù-tan, nemet e vijent soudarded. E Breizh e c'halle an noblañs kemer divizoù lec'hel evit berzañ dougen an armoù, evel da skouer e 1560, 1563 ha 1565 e kêrioù Roazhon ha Naoned. Adalek ar XVIIvet kantved e renas Breujoù Breizh war an divizoù-se. Alies e azasae ar vodadeg he divizoù war reoù rouaned Frañs.[3]
Dispac'h Gall
kemmañGant an Dispac'h Gall e voe torret privilajoù an noblañs. Forzh piv en doe droad da chaseal ha da gaout armoù. Pa voe anv da sevel ur Vonreizh evit Frañs e kinnigas Mirabeau enbarzhiñ enni ur pennad 10 a embanne en doa pep hini gwir da gaout un arm, betek-gouzout e vije bet un dañjer evit buhez pe frankiz ur sitoaian pe meur a hini. Ne voe ket skrivet er Vonreizh a-benn ar fin, ken anat e seblante da izili ar bodad-labour war an destenn.[4]
Brezel-bed Kentañ
kemmañAr Stad a Seziz embannet d'an 2 a viz Eost 1914 a redie an dud da reiñ d'ar Stad o armoù ha munisionoù hag a roe aotre d'an arme, archerien hag all, klask ha tapout anezho. Echuiñ a reas ar stad a seziz d'an 12 a viz Here 1919.
Dekred-lezenn an 18 a viz Ebrel 1939
kemmañGoude trubuilhoù politikel eil hanter ar bloavezhioù 1930 hag evit prientiñ ur brezel e voe embannet d'an 18 a viz 1939 un dekred-lezenn[5] a renke an armoù e 8 rummad :
- 1añ rummad : armoù-tan hag o munisionoù savet evit brezeliñ war zouar, mor pe en aer ;
- 2vet rummad : dafar da zougen pe implijout an armoù-tan er brezel ;
- 3de rummad : dafar evit en em wareziñ a-enep d'ar gazoù-emgann;
- 4re rummad : armoù-tan d'en em zifenn hag o munisionoù ;
- 5vet rummad : armoù gwenn ;
- 6vet rummad : armoù-chase hag o munisionoù ;
- 7vet rummad : armoù tennañ, armoù foarioù, saloñs hag o munisionoù ;
- 8vet rummad : armoù ha munisionoù istorel ha dastumadegoù.
Kemmet e voe an dekred-se meur a wech betek bezañ torret gant pennad 5 ordrenañs an 20 a viz Kerzu 2004.
Eil Brezel-bed
kemmañDaou ordrenañs a verzhas perc'henniezh an armoù e Frañs en Eil Brezel-bed : an hini gentañ d'an 10 a viz Mae 1940 pa voe aloubet ar vro gant an arme alaman, an eil d'ar 5 a viz Meurzh 1942. Rediet e voe an dud da reiñ o armoù en tier-kêr, e tier an archerien hag er c'hKommandanturioù. Hervez un istimadur eus fin ar bloavezh 1941 e voe roet tro 700.000 arm d'ar poent-se. 100.000 anezho a voe kaset d'an Alamagn.[6]
Goude an Eil Brezel-bed
kemmañGoude ar brezel e voe torret ordrenañsoù renad Vichy hag adembannet dekred-lezenn 1939 gant un nebeud cheñchamantoù :
- difennet e oa d'ar siviled kaout armoù eus ar rummadoù 1 da 4, nemet e vijent tennerien sport ha gant ma implijjent o armoù e standoù tennañ ar Fédération Française de Tir ;
- savet e voe ur fichennaoueg e pep departamant da renabliñ an dud perc'henn war armoù ar rummadoù 1 da 4.
Hervez an endro e voe cheñchet an dekred-se, da c'hortoz a-wechoù, da vare Brezel Aljeria pe darvoudoù Aleria (Korsika) e 1975 da skouer.
Hiziv an deiz
kemmañAbaoe ar 6 a viz Gwengolo 2013 e vez renket an armoù e pevar rummad evit doujañ ouzh emglevioù Schengen hag an normoù european. Ne vez kemeret e kont ken ar mod da implijout an arm-mañ-arm evel e dekred 1939, met e live dañjerusted gwir.
Rummad A : armoù difennet d'ar siviled
kemmañ- Armoù-skoaz < 60 cm (lamm pleget)
- Armoù aotomatek (memes ar re gemmet e damaotomatek)
- Munisionoù < 20 mm (obuzioù)
- Kanolioù flour gant munisionoù < 8 mm
- Armoù kuzhet (e bizhier-bale, gourizoù, ha kement zo)
- Kargerioù armoù-dorn > 20 tenn
- Kargerioù armoù gant munisionoù skoet en o c'hreiz > 10 tenn
- Kargerioù armoù gant munisionoù skoet war o zro > 30 tenn
Rummad B : armoù a ranker goulenn an aotre da gaout anezho, implijet er sportoù tennañ
kemmañ- Armoù-skoaz etre 60 ha 80 cm (lamm pleget)
- Armoù-skoaz dezho ur c'hanol < 60 cm
- Armoù-skoaz a c'haller plegañ o lamm
- Karabinennoù damaotomatek dezho ur c'harger a c'haller tennañ
- Armoù tennata dre zorn > 11 tenn
- Revolverioù ha pistolennoù
- Munisionoù zo : 7,62 × 39 mm M43, 5,45 × 39 mm M74, 5,56 × 45 mm NATO, 12,7 × 99 mm NATO, 14,5 × 114 mm
- Fuzuilhoù-pomp dezho ul lamm a c'haller plegañ pe > 5 tenn (4 + 1 kambret)
Rummad C : armoù a ranker diskleriañ
kemmañ- Armoù-skoaz > 80 cm (lamm pleget)
- Armoù-skoaz dezho ur c'hanol > 60 cm
- Karabinennoù damaotomatek ≤ 3 zenn
- Armoù tennata dre zorn < 11 tenn
- Armoù un tenn dre ganol (dezho ur c'hanol da wintañ da skouer)
- Fuzuilhoù-pomp n'haller ket plegañ o lamm ha dezho un dalc'had ≤ 5 tenn (4 + 1 kambret)
- Munisionoù dezho ur vannadell hep metal
- Armoù-tennañ-gwenn, gaz, alarm
- Armoù nann-biroteknikel > 20 joul
- Armoù disoudardet
Rummad D : armoù a ranker lakaat da enrollañ pe a c'haller gwerzhañ ha kaout en ur mod dieub
kemmañ- Sistemoù entanañ ijinet a-raok 1900
- Armoù gant poultr du
- An holl armoù etre 2 hag 20 joul
Fichennaouegoù nevez
kemmañAdalek 2011 e vez implijet ar fichennaoueg FINIADA (Fichier national des personnes interdites d'acquisition et de détention d'armes), enni renablet an holl dud difennet dezho kaout un arm dre abegoù justis, melestradurezh pe medisinourezh.
D'an 28 a viz Ebrel 2020 e voe divizet lakaat e plas an SIA (Système d'Information sur les Armes) e-lec'h ma ranko bezañ renablet tamm-ha-tamm an holl armoù eus ar rummadoù A, B ha C gant o ferc'henned.
Dougen ha treuzdougen armoù-tan
kemmañAlies e vez mesket dougen an armoù, da lavaret eo kaout un arm warnañ prest da vezañ implijet, en ul lec'h publik, renket en un holster da skouer, ha treuzdougen an armoù, da lavaret kas anezho eus an eil lec'h d'egile.
An dougen armoù e Frañs zo aotreet d'un nebeud rummadoù tud a ra ur vicher stag ouzh ar surentez (polis, archerien) pe d'ar chaseourien pa jiboesaont. An treuzdougen armoù zo aotreet d'an holl dud o deus un arm-tan (chaseourien gante un aotre da chase, tennerien sport gante ul lisañs) en ur zoujañ ouzh reolennoù zo : pa vezont treuzdouget e rank an armoù bezañ diskarget, dibosupl da implijout war ar prim (o tivontañ o c'hulasenn pe o lakaat ur morailh-pontig warno da skouer) ha renket en ur gwisk pe ur voest. Ret eo gellet abegiñ treuzdougen un arm : aotreet eo etre ti un tenner sport hag ar stand tennañ pe stal un armeurer da skouer.
Gwelet ivez
kemmañDaveennoù
kemmañ- ↑ (fr) BESSE DESMOULIÈRES Raphaëlle, Combien d'armes à feu circulent en France ?, e Le Monde, 01/10/2008 (lennet d'ar 24/12/2023)
- ↑ La déclaration faicte par le Roy, de sa majorité, tenant son lict de justice en sa cour de parlement de Roüen [...] war lec'hienn ar BNF, lennet d'ar 24/12/2023 (galleg)
- ↑ Le Parlement de Bretagne et la réglementation du port d'armes (1554-1789), gant Julien Le Bec e Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest 122-3, 2015, pajennoù 130-149 (galleg)
- ↑ Hervez Jean-Jacques Buigné e La Gazette des armes, niv. 404, p.10 (galleg)
- ↑ Décret du 18 avril 1939 fixant le régime des matériels de guerre, armes et munitions war lec'hienn Légifrance (galleg)
- ↑ Le recensement des armes de chasse, e Le Saint-Hubert, organe officiel du Saint-Hubert-Club de France, no 6, 40vet bloavezh, Du-Kerzu 1941, p. 65 (galleg)