Aleria

kumun Korsika

Aleria zo ur gumun c'hall e departamant Korsika-ar-Su, e Korsika. Ur gêr vihan eo war aod reter an enezenn, hanter-hent etre Bastia ha Portivechju.

Aleria

Emañ e-kichen genoù ar stêr Tavignanu, an eil stêr hirañ e Korsika.

Ur gêr gozh eo Aleria, pa voe savet er VIvet kantved kent J.K. Dre ma oa war aod ar reter e voe ur gêr binvidik en henamzer roman, ha kêr-benn Korsika e oa en amzer-se. Sez un eskopti e voe er Grennamzer. D'an 21 ha 22 a viz Eost 1975 e c'hoarvezas eno darvoudoù Aleria, pa voe aloubet un atant gant emsaverien eus an Azione Reghjunalista Corsa (ARC), renet gant Edmond Simeoni, da sevel a-enep an trevadenniñ. Archerien ha poliserien a-leizh a voe kaset da gelc'hiañ an ti a-raok tagañ an emsaverien. Daou archer a voe lazhet ha meur a zen a voe gloazet. Eus an nebeud munutennoù ma padas an argad e reer I tre minuti chì sveglionu a Corsica ("an tri munut hag a zihunas Korsika") ha sellet a reer ouzh an darvoud-se evel unan eus elfennoù diazez an emsav broadelour modern e Korsika.