Ruger Standard
Ar Ruger Standard Model zo ur bistolenn damaotomatek savet e 1949 gant William B. Ruger ha produet abaoe gant an embregerezh Sturm, Ruger & Co. Pevar adstumm nes zo bet abaoe 1949. Implijet e vez kalz e bed ar sportoù tennañ e-lec'h m'eo brudet evit bezañ resis, marc'hadmat ha solut. Kambret eo er c'halibr .22 Long Rifle.
Ruger Standard Model | |
---|---|
Ur bistolenn Ruger Standard | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Munisionoù | .22 Long Rifle |
Produer | Sturm, Ruger & Co. |
Perzhioù teknikel | |
Mont en-dro | damaotomatek, DAO (daou-ober nemetken) |
Endalc'h | 9 pe 10 tenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Istor
kemmañGoude an Eil Brezel-bed, ar c'hrouer armoù William "Bill" Ruger a brenas div bistolenn japanat Nambu digant un US Marine en doa kemeret perzh en emgannoù er meurvor Habask.
Studiañ a reas an div bistolenn ha dont a reas a-benn da eilañ anezhe en e garrdi. Pimpatrom ar bistolenn Ruger Standard kentañ a voe awenet gant stumm ha kulasenn an Nambu. Arc'hant a vanke da William Ruger evit produiñ ha gwerzhañ e bistolenn nevez. Diskouez a reas anezhi d'e gamarad Alex Sturm, a voe souezhet gant an ijinadenn. Dremmskeudenn pistolenn William Ruger a oa un tamm heñvel ouzh hini ar pistolennoù alaman Luger P08, poblek-tre er Stadoù-Unanet.
Alex Sturm a zivizas buan postañ 50.000$ da broduiñ ar bistolenn nevez-mañ. Berzh a reas diouzhtu. Produet ha gwerzhet e voe adalek fin 1949 gant an embregerezh Sturm, Ruger & Co. nevez-savet. Mervel a reas Alex Sturm e miz Du 1951 met kenderc'hel a reas ar bistolenn da vezañ produet betek bremañ.
Adstummoù
kemmañPevar adstumm nes a gaver, dezhe is-adstummoù.
- Standard (1949 - 1982) hag an Mk I Target (1950 - 1982) deveret anezhi
- Mk II (1982 - 2005), a voe produet ouzhpenn 3.000.000 skouerenn anezhi
- Mk III (2004 - 2016)
- Mk IV (2016 - bremañ) : simplaet eo bet an doare da zivontañ an arm.
An adstumm 22/45, kinniget evit ar Mk III hag ar Mk IV, a zo dezhi ur framm polimer hag un dornikez tostoc'h da hini ur Colt M1911.