Nambu 14
An Nambu Stumm 14 zo ur bistolenn damaotomatek un-ober japanat ijinet gant ar jeneral Kijirō Nambu (1869-1949) hag implijet evel pistolenn standard gant arme Japan e-pad ar brezel etre Sina ha Japan hag en Eil Brezel-bed. Anvet e vez alies Pistolenn Nambu nemetken, met pistolennoù all a zo bet krouet gant ar memes den. Dont a ra an niver 14 eus ar bloavezh m’eo bet lakaet e servij en arme japanat (1925), a oa 14vet bloavezh ren an impalaer Taishō Tennō, tad Hirohito.
Nambu Stumm 14 | |
---|---|
Ur bistolenn Nambu 14 | |
Kinnig | |
Bro orin | Impalaeriezh Japan |
Doare | Pistolenn damaotomatek un-ober |
Munisionoù | 8 × 22 mm Nambu |
Saver | Kijirō Nambu |
Mare implij | 1925 - 1945 (en arme japanat) |
Produerien | |
Skouerennoù produet | War-dro 282.300 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 910 g |
Mas (karget) | 990 g |
Hirder | 231 mm |
Hirder ar c'hanol | 115 mm |
Perzhioù teknikel | |
Endalc'h | Karger-fiñv 8 tenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Istor hag implij
kemmañE 1902 e kinnigas Kijiro Nambu, a oa kabiten en arme japanat, ur bistolenn nevez anvet Stumm A. Abaoe fin an XIXvet kantved ha deroù ar mare Meiji e klaske arme Japan bezañ pourvezet gant armoù-dorn modernoc'h. Nambu en doa klasket e awen en nevezintioù a veze degaset en armoù en Europa d'ar poent-se. Daoust d'un nebeud kemmoù degaset gantañ d'e arm e 1906, ne voe ket dibabet gant an arme japanat hag un nebeud miliadoù anezhe a voe produet nemetken[1].
E 1922 e voe anvet Nambu da jeneral ha lakaet e voe e penn arsanailh Kokura. Adstagañ a reas gant e labour war un doare pistolenn nevez oc'h azasaat e Stumm A evit ma vije aesoc'h da broduiñ. Ar bistolenn nevez-savet a voe dibabet gant an arme japanat e 1925 hag anvet Stumm 14. Ouzhpenn 282.000 skouerenn anezhi a voe produet etre miz Du 1926 ha miz Eost 1945 evit isofiserien hag ofiserien an arme hag ar morlu[1]. Evel kalz a armoù-tan japanat e tigreskas kalite produiñ an Nambu 14 adalek 1943 abalamour d'ar mank a zanvezioù kentañ.
Goude ar brezel
kemmañUn arouez-trec'h priziet e oa an Nambu Stumm 14 evit ar soudarded amerikan a stourme e takad-brezel ar Meurvor Habask, evel ma oa al Luger P08 alaman en Europa. Keñveriet e veze alies an div bistolenn[2], met daoust dezhe kaout ur stumm heñvel ez aent en-dro gant gwikefreoù disheñvel.
Meur a skouerenn a voe degaset da Stadoù-Unanet Amerika goude an Eil Brezel-bed. Div anezhe a voe prenet gant William Ruger digant ur soudard amerikan ha servijout a rejont da ziazez evit sevel ar pistolennoù Ruger Standard kentañ.
Implijet eo bet an Nambu 14 da vare ar brezelioù didrevadenniñ en Azia goude ar brezel-bed. Ral eo en Europa met priziet eo gant an dastumerien, er Stadoù-Unanet dreist-holl.
Daveennoù ha notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) GUILLOU Luc, Le pistolet Nambu type 14, e La Gazette des armes 572, miz Meurzh 2024, p. 33-41
- ↑ War an dielloù melestradurel a ranke bezañ leuniet gant ar soudarded amerikan a felle dezhe degas trofeoù-brezel d'ar gêr gante e veze deskrivet alies an Nambu 14 evel ul « Luger type japanese automatic pistol ».