Ar Vis wz. 35, anvet Pistolet wz. 35 Vis en arme bolonat, pe WiS wz. 35 evit he stummoù kentañ, zo ur bistolenn damaotomatek produet adalek 1935 gant an embregerezh polonat Fabryka Broni diazezet e Radom[1]. Implijet e oa bet da vare an Eil Brezel-bed dreist-holl.

Pistolet wz. 35 Vis
Skeudenn ar pennad Vis wz. 35

Ur bistolenn FB Radom Vis wz. 35
Kinnig
Bro Banniel Polonia Polonia
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek SA (un-ober)
Munisionoù 9 × 19 mm Parabellum
Produer FB Radom
Mare produiñ 1935 - 1945
Niver produet Ouzhpenn 360.000 (hep kontañ ar re savet dre guzh evit ar rezistañs polonat etre 1939 ha 1942)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 0,950 kg
Mas (karget) 1,123 kg
Hirder 205 mm
Hirder ar c'hanol 120 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù 345 m/s
Endalc'h Karger-fiñv 8 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Deskrivadur

kemmañ

Savet e oa bet an arm gant an ijinourien bolonat Piotra Wilniewczyca ha Jana Skrzypińskiego. Awenet e oa gant div bistolenn ijinet gant John Browning[1], ar Colt M1911 hag ar Browning HP[2]. Un-ober eo he flatinenn. 8 kartouchenn 9 mm Parabellum a c'haller lakaat en he c'harger-fiñv. N'he deus sistem-surentez ebet, war-bouez ur c'harenn a-dreñv d'he dornikez evel war ar Colt M1911. Ul loc'henn-dizarmiñ a gaver war he riklerez, e-kichen ar c'hi. Brudet e oa evit bezañ ur bistolenn fiziapl ha resis. E-touez an armoù-dorn gwellañ produet etre an daou vrezel-bed emañ hervez meur a ispisialist[1][2].

Produet e voe ar bistolenn evit an arme bolonat adalek 1935, dindan an anv WiS da gentañ, diwar lizherennoù kentañ hec'h ijinerien[3]. Diwezhatoc'h e voe cheñchet hec'h anv da Vis, a sinifi nerzh pe galloud e latin. Al lizherennoù wz. a dalvez stumm e poloneg. Goude aloubadeg Polonia e 1939 e lakaas an Trede Reich e grabanoù war ar Fabryka Broni, a broduas pistolennoù wz. 35 dindan an anv P-35(p) evit an alouberien alaman. Betek 1942 e teuas micherourien eus uzin Radom a-benn da bourveziañ dre guzh ar rezistañs gant pistolennoù wz. 35, en ur broduiñ pezhioù e doubl, warne ar memes niveroù-serienn. Diskoachet e voe gant an Alamanted ha kaset e voe Poloniz 'zo da gampoù-bac'h. Kenderc'hel a reas ar produiñ betek 1945 met izeloc'h-izelañ e oa kalite an armoù. Lod eus ar pezhioù a voe savet gant Steyr e Aostria[2].

Ur bistolenn priziet gant an dastumerien eo ar wz. 35 hiziv-an-deiz. Skouerennoù anezhi a zo bet produet er bloavezhioù 1990 adarre evite[3].

Liammoù diavaez

kemmañ
  • (en) Ar Vis wz. 35 war lec'hienn ar Fabryka Broni (lennet d'an 29/09/2024)

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.88
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (en) JAMES Garry, The Vis 35 Radom: Poland's Pistol, war Guns & Ammo, 09/11/2015 (lennet d'an 29/09/2024)
  3. 3,0 ha3,1 (en) Vis wz. 35 war Modern Firearms (lennet d'an 29/09/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan