An 11 mm Gras, pe 11 × 59 mmR, anvet ivez 11 mm Vickers er broioù saoznek, zo ur munision ijinet e 1874 evit ar fuzuilhoù gall Gras. Kemer a reas plas ar c'hartouchennoù paper implijet er fuzuilhoù Chassepot[1]. Ar gartouchenn gentañ savet e metal e oa en arme c'hall. Karget eo gant poultr du. Ur bourled a zo dezhi, ha skoet eo en he c'hreiz. Chom a reas implijet da vat betek 1886, pa voe kemeret he flas gant ar c'hartouchennoù 8 mm enne poultr divoged, savet evit ar fuzuilhoù Lebel. Daoust da se e kendalc'has da servijout er fuzuilhoù Gras e-pad ar Brezel-bed Kentañ, etre daouarn ar soudarded trevadennel dreist-holl[2]. Ur stumm entanus evit ar mindrailherezioù a voe savet ivez, a-enep an aervagoù sturius.

11 × 59 mm Gras
Skeudenn ar pennad 11 × 59 mm Gras
A gleiz da zehou : kartouchenn .22 Long Rifle, kartouchenn baper evit ar fuzuilhoù Chassepot, ha kartouchenn 11 mm Gras
Doare
Doare korf an douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Bro-C'hall Bro-C'hall
Mare implij 1874 - bloavezhioù 1940
Muzulioù
Ø bannadell 11,3 mm
Ø kolier 11,9 mm
Ø skoaz 13,5 mm
Ø korf an douilhez 13,8 mm
Ø strad 16,9 mm
Tevder ar strad 1,9 mm
Hirder an douilhez 59 mm
Hirder ar gartouchenn 76 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 25 g
Tizh o vont e-maez V0 455 m/s
Energiezh ar vannadell 2.580 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) HUON Jean, Le fusil Gras Mle 1874 et ses dérivés, Crépin-Leblond, 2016, 184 p., ISBN 9782491741075

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) 11 mm Gras, Arme et Passion (lennet d'an 13/10/2024)
  2. (en) JAMES Garry, The French Model 1874 Gras Rifle, Guns & Ammo, 09/05/2016 (lennet d'an 13/10/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan