Maschinenpistole 18

Ar Bergmann MP 18 (evit Maschinenpistole 18), anvet a-wechoù MP 18/1, zo unan eus ar pistolennoù-mindrailher kentañ[1]. Ijinet e voe gant Hugo Schmeisser e 1917 ha lakaet e voe e servij en arme alaman e 1918, e-pad mizioù diwezhañ ar Brezel-bed Kentañ.

Maschinenpistole 18
Skeudenn ar pennad Maschinenpistole 18

Ur bistolenn-vindrailher Bergmann MP 18
Kinnig
Bro Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Mont en-dro Pistolenn-vindrailher aotomatek
Munisionoù 9 × 19 mm Parabellum
Stummoù ezporzhiet pe produet en estrenvro :
7,63 × 25 mm Mauser
7,65 × 21 mm Parabellum
Ijiner Hugo Schmeisser
Produer Bergmann Waffenfabrik
Mare produiñ 1918 - bloavezhioù 1920
Mare implij 1918 - 1945 (Alamagn)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,18 kg
Hirder 832 mm
Hirder ar c'hanol 200 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù 380 m/s
Lusk-tennañ 350 - 500 tenn/mn
Endalc'h Karger-fiñv ront TM 08 32 gartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

E 1915 e klaskas Alamagn reiñ lañs d'un doare soudarded nevez, hag a voe anvet diwezhatoc'h Sturmtruppen (soudarded arsailh), o fal argadiñ al linennoù gall ha saoz en ur mod disheñvel hag efedusoc'h, pa oa krog ar soudarded a bep tu da chom e trañcheoù diaes da dapout. Sevel a reas an ezhomm da gaout un doare arm nevez, bihan, gouest da dennañ kartouchennoù pistolennoù en ur mod aotomatek hag efedus en emgannoù a-dost.

 
Ur soudard alaman eus ar Sturmtruppen e norzh Frañs, gantañ un MP18 (nevez-amzer 1918)

An embregerezh Bergmann a ginnigas e 1917 he fistolennoù-vindrailher kentañ (Maschinenpistole), savet gant Hugo Schmeisser, unan eus e ijinourien yaouank. Kambret e oa evit ar munision standart 9 × 19 mm Parabellum, ha pourvezet diwar c'houlenn an arme gant ar memes karger ront evit hini ar pistolennoù Luger P08 Artillerie[2]. Ur mod-tennañ aotomatek a oa hepken. Ur c'huzh-kanol didoullet a oa war an arm da yenaat anezhañ pa denned.

50.000 MP 18 a voe urzhiet gant an arme alaman da gentañ, met un 30.000 bennak hepken a voe produet a-raok an arsav-brezel e miz Du 1918, hag etre 3.000 ha 10.000 diwarne a voe implijet da vat en emgannoù[2]. Lesanvet e voe Grabenfeger (netaerez trancheoù) gant ar soudarded. Berzet e voe he froduiñ gant feur-emglev Versailhez e 1919[3], hag un nebeud miliadoù a skouerennoù hepken a voe lezet d'an arme alaman, 1920 engravet warne. Gwerzhet e voe ar brevedoù d'an embregerezh suis SIG, a broduas anezhi dindan an anv SIG Bergmann. Adkambret e voe er c'halibr 7,65 × 21 mm Parabellum reolius en arme suis[4].

An MP28 a voe deveret anezhi e dibenn ar bloavezhioù 1920.

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) GUILLOU Luc, German Submachine Guns 1918-1945, Schiffer Publishing, 80 p. ISBN 9780764354861
  • (fr) LES PM ALLEMANDS 1918/1945, Gazette des Armes HS n°19, miz Even 2012, 80 p.

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 206-207
  2. 2,0 ha2,1 (en) POPENKER Maxim, MP.18,I Schmeisser, Modern Firearms (lennet d'ar 16/10/2024)
  3. (fr) POTTIEZ Luc, LE PISTOLET MITRAILLEUR BERGMANN MOD. MP18/1, Horizon 14-18 (lennet d'ar 15/10/2024)
  4. (fr) ALVÈS Éric, Pistolet-mitrailleur SIG-Bergmann MP1920, Seconde Guerre.net (lennet d'ar 15/10/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan