Maschinenpistole 34

Ar Steyr-Solothurn S1-100, anvet peurliesañ Maschinenpistole 34 pe MP 34 en he stumm berraet, zo ur bistolenn-vindrailher produet e Suis evit ar strollad aostrian Steyr er bloavezhioù 1930. Implijet eo bet da vare an Eil Brezel-bed dreist-holl.

Maschinenpistole 34
Steyr-Solothurn S1-100


Ur Maschinenpistole 34
Kinnig
Bro  Aostria
Suis Suis
Doare Pistolenn-vindrailher
Mont en-dro Tennata dre argil
Munision 9 × 23 mm Steyr
9 × 25 mm Mauser
9 × 19 mm Parabellum
7,63 × 25 mm Mauser
7,65 × 21 mm Parabellum
.45 ACP
Produer Steyr-Solothurn Waffen
Mare implij 1934 - bloavezhioù 1970
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,25 kg
Mas (karget) 4,48 kg
Hirder 850 mm
Hirder ar c'hanol 200 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 150 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 410 m/s
Lusk-tennañ 600 tenn/mn
Endalc'h Karger-fiñv 20 pe 32 gartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

War-dro 1919 e voe ijinet ur bistolenn-vindrailher anvet MP 19 gant an embregerezh alaman Rheinmetall. Abalamour da feur-emglev Versailhez, ne c'hellas ket an arm bezañ produet da vat. E 1929 e prenas Rheinmetall un embregerezh suis bihan anvet Solothurn, evit mont hebioù berzioù ar feur-emglev[1]. A-benn gellet produiñ pistolennoù-mindrailher a-yoc'h e voe savet un emglev etre Solothurn hag an embregerezh aostrian Steyr. Diazezet e voe an embregerezh nevez e Zürich. Produiñ a reas ur stumm tost d'an MP 19, hag a voe anvet S1-100[2]. Un arm berr e oa, priziet evit kalite e broduiñ. Ul loc'henn he doa evit dibab ar mod-tennañ (aotomatek pe damaotomatek). Ur vaionetez a c'halle bezañ savet warni ivez[3]. Gwinterell he c'hulasenn a oa en he lamm.

An arm a voe dibabet gant ar polis aostrian e deroù ar bloavezhioù 1930 dindan an anv MP 30. Kambret e oa da gentañ e 9 × 23 mm Steyr, ar gartouchenn standart evit armoù-dorn Aostria. Ur stumm kambret e 7,63 × 25 mm Mauser a voe choazet gant an arme aostrian e 1934, dindan an anv Maschinenpistole 34. Skouerennoù a voe produet evit broioù all, e Suamerika dreist-holl (er c'halibr .45 ACP). Goude an Anschluss e 1938 e voe implijet gant ar Wehrmacht, adkambret tamm-ha-tamm e 9 mm Parabellum. Paouez a reas ar produiñ e 1940 evit sevel MP 40[2].

Implijerien

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 207
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) POPENKER Maxim, Steyr-Solothurn MP.34, Modern Firearms (lennet d'an 20/11/2024)
  3. 3,0 ha3,1 (fr) MP 34(ö), Arme et passion (lennet d'an 20/11/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan