Hugo Schmeisser
Hugo Schmeisser, ganet d'ar 24 a viz Gwengolo 1884 e Jena (Thüringen, Impalaeriezh alaman) ha marvet e Suhl d'an 12 a viz Gwengolo 1953, a oa un ijinour armoù-tan pouezus eus an XXvet kantved. Unan eus an armoù brudetañ savet gantañ a oa ar Sturmgewehr 44, ijinet e dibenn an Eil Brezel-bed, pa oa o labourat en embregerezh Haenel. Goude ar brezel e voe rediet da labourat evit ar Soviediz, ha kaset e voe e 1946 da uzin Ijmach, e-lec'h ma oa oberiant Mic'hail Kalachnikov ivez. N'eo ket sklaer hag-eñ en dije kemeret perzh pe get e krouidigezh ar fuzuilhoù AK-47, met posubl e vije[1].
Armoù ijinet
kemmañ- pistolenn Bergmann Nr. 7 M1903 Mars
- mindrailherez Bergmann MG 15nA
- pistolennoù-mindrailher Bergmann MP18 hag MP28
- pistolenn Haenel Schmeisser mod. 1
- pistolenn dre aer Haenel mod. 1928
- pistolenn dre aer Haenel mod. 33 Junior
- MP 41
- MkB 42(H)
- MP 43/1
- Sturmgewehr 44
- StG 45(H)
Daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) Le fusil d’assaut est l’objet par excellence de l’ultra-violence contemporaine, France Culture, 06/08/2021 (lennet d'ar 14/07/2024)