Sturmtruppen
Sturmtruppen pe Stoßtruppen (brezhoneg: bagadoù argadiñ) a oa soudarded war-droad arbennikaet eus Tirlu an Impalaeriezh Alaman. E bloavezhioù diwezhañ ar Brezel Bras, ar Stoßtruppen ("bagadoù stroñs" pe "bagadoù bountañ") a oa bet gourdonet gant kaderezhioù ensilañ – ul lodenn eus gwelladennoù alaman evit tagañ ar fozioù-difenn enebour.
Iskevrennad eus | Nerzhioù ispisial |
---|---|
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Bro orin | Impalaeriezh alaman |
Istor
kemmañAn Impalaeriezh Alaman a oa deuet er brezel en ur soñjal e vije gounezet buan gant kampagnoù brezel bras ha bliv. Ne oa ket gwelet an hiniennoù hag ar stourmadennoù bihan evel reoù pouezus. An ofiserien wellañ, a oa bet lakaet e postoù uhel al lu, o doa evezhiet spis ar fiñvoù bras ha penaos gwellaat an dezougen gant trenioù, gwelloc'h evit lakaat aked war gwellaat kas war-raok an emgannoù. Ar spered-se a oa bet unan o tegas trec'hioù ramzel evit Alamagn e Rusia, Roumania, Serbia hag Italia, met ur fazi koustus e voe war Talbenn Kornôg ar brezel.
Dre ma oa deuet ar brezel da vezañ difiñv, ne oa ket ken pouezus gellout fiñval bliv strolladoù bras a soudarded. An ofisierien uhel alaman er C'hornôg a oa bet rediet da brederiañ evit kavout un diskoulm d'an talbennoù difiñv. Daou vennad bras a oa bet kavet evel diskoulm d'ar gudenn a oa drastus a-fed kolloù tud. An hini kentañ a oa bet ar gredenn, dreist-holl hini Erich von Falkenhayn, e oa an obererezhioù strategel, lazhañ ar muiañ posupl a enebourien, un diskoulm da vezañ lakaet da dalvezout evel pal pennañ an holl oberiadurioù brezel.
An eil mennad, deuet diwar skiant-prenet kalz soudarded war an talbenn, e oa hini "tagadennoù bihanoc'h" da doullañ an talbenn. Stourmoù a seurt-se a oa deuet da vezañ diaes spontus da gas dre ma oa bet lakaet da eil pal, suj d'an oberiadurioù-brezel strategel ramzel. Difenner ar mennad-se e oa ar jeneral troadegiezh Erich Ludendorff, a zeuas da vezañ de facto penn bras Tirlu Impalaeriel Alamagn goude ar c'holl en Emgann Verdun. Bountet en doa da sevel batailhonoù tagañ arbennikaet bliv evel diskoulm d'ar c'hudennoù a lakae an nerzhioù alaman da vezañ difiñv ha stanket gant difennoù ar gevredidi.
Krouidigezh an unvezioù-se a oa bet ar wech kentañ, ha marteze an doare nevesañ, gant an tirlu alaman da gavout un diskoulm evit mont dreist kudenn ar fozioù difenn. Dre implij soudarded gourdonet mat, gant is-ofiserien dishual a-fed reiñ urzhioù, dezho o falioù nemeto treuziñ prim an no man's land ha goude-se al linennoù difenn kentañ en un nebeud lec'hioù rakwelet, evit reiñ an tu da argadennoù bras gant soudarded standart da dizhout ar poentoù goullo ha freuzañ ar strolladoù soudarded a chome. Dre-se e vije savet un hent hag a roe an tu da gaout argadennoù kalz brasoc'h evel ma oa bet e penn-kentañ ar brezel ha degas an trec'h d'an Alamanted.
Efedus e voe an doare kadoniezh nevez-se met a-benn ar fin e oa re ziwezhat dija evit bezañ trec'h : mankout a rae soudarded evit ober eskemmoù gant ar re vac'hagnet ha skuizh er Sturmtruppen ; ouzhpenn-se e vanke soudarded ha dafar d'an Alamaned evit dont a-benn da implijout an toulloù krouet en talbenn da vat. Ar Gevredidi a oa bet ivez o kopiañ an doare ober-se en ur grouiñ bagadoù stourm arbennikaet. Ijinet o doa ivez kadoniezhioù difenn evit talañ ouzh ar Sturmtruppen.