Madsen (fuzuilh-vindrailher)

Ar Madsen a vez gwelet evel ar fuzuilh-vindrailher efedus kentañ en Istor[1]. Ijinet e voe e Danmark e dibenn ar bloavezhioù 1890, hag implijet e voe gant kalz broioù e hanterenn gentañ an XXvet kantved.

Fuzuilh-vindrailher Madsen
Skeudenn ar pennad Madsen (fuzuilh-vindrailher)

Ur fuzuilh-vindrailher Madsen
Kinnig
Bro orin Banniel Danmark Danmark
Mont en-dro Fuzuilh-vindrailher aotomatek
Munisionoù 8 × 58 mm R
7 × 57 mm Mauser
6,5 × 55 mm
6,5 × 53 mm R
6,5 × 52 mm Carcano
7,92 × 57 mm Mauser
7,65 × 53 mm Mauser
7,62 × 54 mm R
8 mm Lebel
8 × 50 mm R Mannlicher
Patrone 88
.303 British
.30-06 Springfield
7,62 × 51 mm NATO
Produerien Dansk Rekyl Riffel Syndikat
Mare krouidigezh Bloavezhioù 1890
Mare produiñ 1902 - 1955
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 9,07 kg
Hirder 1.143 mm
Hirder ar c'hanol 584 mm
Perzhioù all
Lusk-tennañ 450 tenn/mn
Tizh mont e-maez ar boledoù 870 m/s
Endalc'h Kargerioù-fiñv 25, 30 pe 40 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Rakstummoù armoù aotomatek

kemmañ

Pimpatromoù armoù-tan aotomatek skañv a voe savet e deroù ar bloavezhioù 1890 gant Vilhelm Madsen, un ofiser en arme danat, hag Alexander Bjarnov, armeurer anezhañ. Anvet e voent gante Forsøksrekylgevær (fuzuilh-argil arnodiñ). Pourveziet e oant gant kargerioù awenet diwar reoù ar mindrailherezioù Gatling.

Betek-neuze e veze implijet fuzuilhoù Rolling Block gant arme Danmark. E 1893 e choazas ur stumm kentañ eus ar Forsøksrekylgevær, anvet M1893, evit he lec'hioù-difenn. Ponner a-walc'h e oa, met dre ma oa Danmark ur vro neptu e oa troet he doktrin war an difenn, ha trawalc'h e oa d'hec'h arme kaout armoù ponner tonket da gaout ar rol-se nemetken. E 1896 e tibabas ar morlu danat ur stumm skañvaet anezhi, a c'halle bezañ douget gant ur soudard hepken. Kambret e oa e 8 × 58 mm R[1].

Krouidigezh ar stumm 1903

kemmañ

E 1898 e roas gouarnamant Danmark an droad da ezporzhiañ an arm. Evit en ober e voe krouet an embregerezh DRRS (Dansk Rekyl Riffel Syndicat a/s). Daou deus e implijidi, Julius A. Rasmussen ha Theodore Schouboe, a savas ur vindrailherez skañv nevez, awenet gant ar Forsøksrekylgevær. Ar marc'hegerezh danat a glaske neuze un arm aotomatek a c'halled diblasañ buan evit heuliañ e soudarded war-varc'h war an dachenn. Re bonner e oa ar mindrailherezioù Maxim pe Hotchkiss evit en ober d'ar poent-se. Dibab a rejont an arm skañv produet gant DRRS e 1903, ha lesanvet e voe buan Madsen, abalamour e oa deuet Vilhelm Madsen da vezañ ministr ar Brezel en Danmark etretant. Divizout a reas an DRRS kinnig e fuzuilh-vindrailher e kalz kalibroù disheñvel evit gellet ezporzhiañ an arm aesoc'h, ha berzh a reas e kalz broioù all adalek 1905.

Implij war an dachenn

kemmañ

Implijet e voe ar Madsen da vare ar Brezel etre Japan ha Rusia e 1905, e-lec'h ma tiskouezas bezañ un arm solut ha fiziapl. Produet e voe dindan aotre er Rouantelezh-Unanet dindan an anv Rexer Automatic Machine Gun e 1904. Bulgaria a brenas 660 skouerenn anezhi a-raok ar Brezel-bed Kentañ, met sezizet e voent gant an Impalaeriezh Alaman, a adkambras anezhe e 7,92 × 57 mm Mauser. Implijet e voent e-pad ar brezel war an eil pe an trede linenn-emgann, a-dreñv d'ar mindrailherezioù MG 08/15. E 1916 e sinas Impalaeriezh Rusia un emglev gant DRRS evit ma vije produet 16.000 skouerenn eus ar Madsen, kambret e 7,62 × 54 mm R, e uzinoù nevez e Rusia. Un uzin nemetken, hag a zeuio da vezañ arsanailh Kovrov, a voe savet. Dispac'hoù 1917 a lakaas un harz d'ar produerezh eno. Alamagn ha Rusia eo an div vro a implijas ar muiañ an arm da vare ar Brezel-bed Kentañ[2].

Goude ar brezel e voe kambret ar Madsen e kalibroù a bep seurt evit pourvezañ armeoù kalz broioù evel Finland[3], Portugal pe Norvegia. Ne servijas ket kalz da vare an Eil Brezel-bed, met kenderc'hel a reas he froduiñ betek 1955.

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) MCNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 241
  2. (en) 'Grim Reapers:' The Machine Guns Of World War I, American Rifleman, 20/10/2017 (lennet d'an 13/09/2024)
  3. (en) Other light machineguns war Jaeger Platoon (lennet d'an 12/09/2024)