6,5 × 55 mm
Ar 6,5 × 55 mm, anvet ivez 6,5 × 55 mm SE, 6,5 × 55 mm Swedish er broioù saoznek, pe 6.5 mm patron m/94 hervez e anv orin en arme, zo ur munision armoù-skoaz krouet e 1891 gant Rouantelezhioù Unanet Sveden ha Norvegia. Implijet e voe er fuzuilhoù Krag-Jørgensen pourvezet da arme Norvegia adalek 1894 hag er Mauser 93 e servij en arme svedat e 1896[1].
6,5 × 55 mm | |
---|---|
Ur gartouchenn 6,5 × 55 mm | |
Doare | |
Doare korf an douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Sveden Norvegia |
Bloavezh krouidigezh | 1891 |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 6,71 mm |
Ø trogleuziñ | 6,50 mm |
Ø kolier | 7,60 mm |
Ø skoaz | 11,04 mm |
Ø korf an douilhez | 12,20 mm |
Ø strad | 12,20 mm |
Tevder ar strad | 1,50 mm |
Hirder an douilhez | 55 mm |
Hirder ar gartouchenn | 80 mm |
Pouez ha perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 6,5 - 10 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 780 - 970 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4100 bar |
Energiezh ar vannadell | 2.962 - 3.340 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Hiziv-an-deiz eo poblek ar 6,5 × 55 mm e Stadoù-Unanet Amerika hag e norzh Europa evit chaseal hag evit ar sportoù tennañ.
-
Stumm kentañ ar 6,5 × 55 mm en e stumm evit an arme, dezhañ ur boled ront implijet betek 1940
-
Stumm spitzer produet adalek 1941
-
Ur gartouchenn wenn (boled e koad) 6,5 × 55 mm
Daveennoù
kemmañ- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP