An .357 SIG, pe 9 × 22 mm (anv metrek), zo ur c'halibr kartouchennoù evit an armoù-dorn damaotomatek kinniget e 1994 gant an embregerezh suis SIG, en doa labouret asambles gant ar produer munisionoù stadunanat Federal evit e sevel. Deveret eo eus an 10 mm Auto.

.357 SIG
Skeudenn ar pennad .357 SIG
Ur gartouchenn .357 SIG
Doare
Doare korf an douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Suis Suis
Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 9,02 mm
Ø trogleuziñ 8,71 mm
Ø kolier 9,68 mm
Ø skoaz 10,77 mm
Ø korf an douilhez 10,77 mm
Ø strad 10,77 mm
Tevder ar strad 1,40 mm
Hirder an douilhez 21,97 mm
Hirder ar gartouchenn 28,96 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 5,83 - 8,1 g
Boled standart : 125 greunenn (8,10 g)
Tizh mont e-maez V0 410 - 580 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 3.050 bar
Energiezh ar vannadell 686 - 978 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Deskrivadur

kemmañ

E deroù ar bloavezhioù 1990 e klaske Federal Ammunition sevel ur gartouchenn tost he bannouriezh ouzh hini un .357 Magnum, met dezhi nebeutoc'h a argil hag ur stumm modernoc'h hep bourled. Goude ur c'henlabour gant SIG e voe ganet an .357 SIG en ur verraat ur gartouchenn 10 mm Auto hag en ur strishaat he c'holier evit ma c'hallje degemer ur boled 9 mm[1]. An arm kentañ produet evit ar munision nevez a oa ar SIG P229[2].

Implij

kemmañ

Daoust d'he ferzhioù mat, ne reas ket berzh ar gartouchenn. En em gavout a reas e gwerzh er Stadoù-Unanet pa groge an embregerezh aostrian Glock da aloubiñ marc'had an armoù-dorn evit ar polis eno en ur gendrec'hiñ anezhe da implijout an 9 mm Parabellum e plas ar c'halibroù amerikan[3]. Hanter geroc'h eo an .357 SIG evit an 9 mm ha nebeutoc'h a gartouchennoù a c'haller lakaat en ur c'harger arm-dorn. Uheloc'h eo he galloud-toullañ evit an .40 S&W, ar pezh a zo un harz evit ur munision implijet gant servijoù polis[1].

Er bloavezhioù 2010, servijoù polis pe ajañsoù Stad stadunanat 'zo hag o doa dibabet an .357 SIG evel kartouchenn standart a grogas da cheñch evit an 9 mm Parabellum[4].

E-touez an armoù kambret evit an .357 SIG e kaver ar pistolennoù SIG P226, Glock 31 / 32 / 33[2], FN FNP, Smith & Wesson M&P, Steyr M pe Heckler & Koch USP.

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) Ammo showdown: 357 SIG vs 40S&W, war jm4tactical.com, 25/10/2017 (lennet d'an 01/09/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (en) MURDOCK Scott, 357 SIG: Is the Semi-Auto .357 Magnum Dead?, war Black Rifle Coffee Company, 24/02/2023 (lennet d'an 31/08/2024)
  3. (en) BAKER Chris, What happened to .357 Sig ?, war Lucky Gunner, 28/03/2014 (lennet d'an 31/08/2024)
  4. (en) D'COSTA Ian, The Secret Service is ditching .357 SIG for 9mm, Military Times, 02/08/2019 (lennet d'an 31/08/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan