Heckler & Koch GmbH zo un embregerezh armoù-tan hiniennel alaman diazezet e Oberdorf am Neckar (Baden-Württemberg).

Goude an Eil Brezel-bed en em gavas uzinoù armoù an embregerezh Mauser e Oberdorf en takad renet gant Bro-C'hall, a urzhias distruj al labouradegoù hag he dielloù. Tri ijinour bet o labourat evit Mauser betek 1945, Edmund Heckler, Theodor Koch hag Alex Seidel, a adsavas e 1948 ul labouradeg pezhioù marc'hoù-houarn ha mekanikerezh, dindan an anv Engineering Office Heckler & Co. E 1949 e cheñchjont hec'h anv da Heckler & Koch GmbH.[1]

E 1956 e lañsas Republik Kevreadel Alamagn ur galv evit pourvezañ ar Bundeswehr gant armoù hiniennel nevez. Heckler & Koch a ginnigas ar fuzuilh-arsailh HK G3 a c'hounezas ar marc'had e 1959. E 1964 e kinnigas an MP5, ur bistolenn-vindrailher kambret e 9 × 19 mm Parabellum ha deveret eus ar G3. Implijet e voe gant ar Bundeswehr adalek 1966 ha berzh a reas goude, betek dont da vezañ ar bistolenn-vindrailher implijet ar muiañ gant an unvezioù enep-sponterezh er bed.[2]

Goude Adunanidigezh Alamagn e talas an embregerezh ouzh kudennoù arc'hant.[1] Prenet e voe gant BAE Systems (Rouantelezh-Unanet). E 2002 e voe gwerzhet en-dro da bosterien arc'hant prevez. Er bloavezhioù 2000 e voe dibabet e fuzuilh-arsailh HK 416 gant armeoù zo eus an AFNA, en o zouez reoù Frañs ha SUA, evit pourvezañ o armeoù.[3]

E 2024 he doa an embregerezh pevar lec'h-produiñ en Alamagn, Frañs, Stadoù-Unanet Amerika hag er Rouantelezh-Unanet[3], ha 1.100 den a laboure evitañ en holl.[4]

Produioù

kemmañ
 
Soudard gall gantañ un HK 416 stumm F, ar fuzuilh-arsailh dibabet gant arme Bro-C'hall e plas ar FAMAS.

Pistolennoù

kemmañ

Fuzuilhoù-arsailh

kemmañ

Fuzuilhoù-resisted

kemmañ

Mindrailherezioù

kemmañ

Pistolennoù-mindrailher

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) REEDER Daniel, The History of Heckler & Koch, Safariland (lennet d'an 02/06/2024)
  2. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 229 ha 230
  3. 3,0 ha3,1 (en) SAGI Guy J., Heckler & Koch: From Mauser Beginnigs To Global Protector war American Rifleman, 09/04/2022 (lennet d'an 02/06/2024)
  4. (en) Our company war lec'hienn Heckler & Koch (lennet d'an 02/06/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan