Familh Donald Trump, 45vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika, a zo ur familh stadunanat galloudus e bed an aferioù (gwerzhañ ha sevel tiez, dudioù, aferioù arc'hant) hag er bed politikel. Familh tostañ Donald Trump a zo deuet da vezañ ar First Family of the United States (familh ar prezidant). Ul lodenn eus ar familh Trump zo a orin eus Alamagn.

An Trump Family

Ar familh kemmañ

Familh tost kemmañ

Melania Trump kemmañ

Melania Trump (ganet Knavs), a zo trede gwreg Donald Trump, ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1970 e Novo Mesto, Yougoslavia (Slovenia hiziv-an-deiz). Bet he deus bet ur vuhez vicherel hir evel maouez evit ar poltredoù ; an eil gwreg d'ur prezidant stadunanat eo a orin estren.

Bugale kemmañ

Trump en deus bet 5 bugel adal tri dimeziñ : Don Jr., Ivanka, hag Eric Trump gant Ivana Trump, Tiffany Trump gant Marla Maples, ha Barron Trump gant ar First Lady Melania Trump.

Don Jr., Ivanka, hag Eric Trump kemmañ

Tri bugel koshañ Donald Trump, bet gant e wreg kentañ, Ivana Trump, o deus bet ur roll pouezus en dilennadegoù prezidant. An holl anezho a voe pedet lies e-pad abadennoù skinwel pe skingomz ar c'hampagn. Deuet e oant da vezañ degemennerien Donald Trump. Goude trec'h an tad, an holl anezho a voe lakaet da izili skipailh da c'hortoz ar prezidant. Dindan urzhioù Donald Trump e oa ivez pennoù meur an Trump Organization. Goude ar mare da c'hortoz, Donald Jr. hag Eric Trump a voe fiziet enno ar garg d'ober war-dro skourr an tisaverezh d'ar familh. Ivanka Trump a zilojas da Washington, D.C. gant he gwaz Jared Kushner, a oa bet fiziet ennañ ur roll a kuzulier evit ar White House.