Eil Brezel ar Pleg-mor (Brezel Iran-Irak a vez graet eus Kentañ Brezel ar Pleg-Mor), graet anezhañ Brezel Koweit ingal, a zo ur brezel a enebas Irak ouzh ur c'hengevredad 34 Stad, harpet gant Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU), etre 1990 ha 1991. Dieubidigezh Koweit a zegasas trec'h rakwelus ar c'hengevredad. Aloubadeg anezhi gant arme Irak a voe pennkaoz d'ar brezel.

Oberiadenn "Korventenn an Dezerzh".

E zreistbeli dre aer a implijas ar c'hengevredad evit dismantrañ kemplezh greanterezh-brezel Irak. War-lerc'h e voe peurzistrujet armeoù Irak gant un dagadeg-douar verr a-ziwar Arabia Saoudat. Kiriek e voe tennoù kamaraded d'ur c'hard eus kolloù armeoù ar c'hengrevedad. Neoazh e voent dister e-keñver ar pezh a oa bet raktreset.

Abegoù ar stourm

kemmañ

Gwanet abalamour d'ar brezel a-enep da Iran he deus Irak un dle a-bouez e-keñver amezeion arab dezhi zo, Koweit peurgetket. Darempredoù eus ar re washañ he doa gant ar vro-se abaoe he c'hrouidigezh e 1961 peogwir e stank lodenn vrasañ ar pleg-mor Pers a zo un digoradur evit an eoul-maen irakat. Seul vui ma veze diskennet priz an eoul-maen gant produerezh uhel an eoul-maen Koweit. Tamallet e oa Koweit ivez gant Saddam Husain da chom hep doujañ d'he feurbarzhioù, ar pezh a denne da izelaat ar prizioù, ha da gemer eoul-maen en ur park war ar vevenn.

E 1961 e c'hwitas taol-arnod kentañ ar jeneral Kasim a-drugarez da oberiadenn an arme vreizhveuriat. Abaoe eo deuet ar vro da vout ur galloud bras a-drugarez de eoul-maen. Evit Saddam Husain, he deus e vro un dle diavaez dreistmentek, eo Koweit ur moaien da adkavout levezon ha mammenn gounidoù.

D'ar 25 a viz Gouere 1990 e kej Saddam Husain gant kannadour amerikan e Bagdad, April Glaspie. Hounnezh, a oar mat-tre eo kempennet un aloubadeg (« gwiriet hon eus ho peus tolpet bagadoù war an harz »), a lavar dezhañ « ne ra an Amerikaned forzh eus dizemglevioù etre div vro arab ». D'an 30 a viz Gouere eo aozet un emvod a hanterouriezh : tro wenn a ra.

Dibunadur

kemmañ
 
Soudarded vreizhveuriat, d'ar 6 a viz C'hwevrer 1991
 
4 aerargaser F-111 e-kerz ergerzh-brezel dre aer 1991.
 
Armeoù Ejipt, Siria, Oman, Koweit ha Frañs d'an 8 a viz Meurzh 1991 goude an trec'h.
 
Skeudenn dismantr an arme irakat a-hed an "Highway of Death" (gourhent ar marv).

Tu zo merzout pevar frantad :

  • Aloubadeg Koweit gant Irak adalek an 2 a viz Eost 1990 ;
  • Pourchasoù-brezel ar gevredidi e-kerzh diskar-amzer 1990 (oberiadenn Desert Shield, Skoed an Nezerzh) ;
  • Ar brezel e-unan (oberiadenn Desert Storm, Korventenn an Nezerzh), e tri lodenn :
    • prientiñ aerel (mizioù Genver ha C'hwevrer 1991)
    • argadenn ar 100 eurvezh (dibenn miz C'hwevrer 1991) (emgann war Highway of Death)
    • moc'herezh puñsoù-tireoul gant ar soudarded irakat (25-27 a viz C'hwevrer 1991)
  • Goude ar brezel : nevez-amzer 1991, lazhadeg ar Gurded hag ar Chiited a oa bet broudet d'en em sevel a-enep da Saddam Husain.

Niver a vrezelekaerien

kemmañ
Arme   Irak
530 000 den
  • 2600 karr-arsailh T-72, T-62, T-55
  • 1500 pezh-kanol
  • 1700 karr houarnwisket
  • 240 aerargaser
Arme ar c'hengevredad
938 545 den
  •   Stadoù-Unanet : 315 000 den, 80 lestr-brezel, 6 douger-nijerezed, 2 lestr-ospital, listri-spluj, 1350 nijerez, 1500 biñsaskell, 1000 karr-arsailh, 2000 karr houarnwisket, 1800 pezh-kanol
  •   Arabia Saoudat : 118 000 den, 21 lestr-brezel, 145 nijerez, 550 karr-arsailh, 1840 karr houarnwisket, 500 pezh-kanol
  •   Turkia : 100 000 den (evezerezh an harz, n'o deus ket kemeret perzh en emagannoù)
  •   Rouantelezh-Unanet : 43 000 den, skoazellet gant 78 nijerez, 80 biñsaskell, 23 lestr-brezel, 180 karr-arsailh, 300 karr houarnwisket ha 76 pezh-kanol
  •   Egipt : 35 600 den
  •   Emirelezhioù Arab Unanet (EAU) : 40 000 den, 15 lestr-brezel, 80 nijerez et 200 karr houarnwisket
  •   Oman : 25 500 den, mui 4 lestr-brezel, 63 nijerez et 50 karr-arsailh
  •   Siria : 20 800 den, 300 karr houarnwisket
  •   Frañs : 19 000 den, 15 lestr, 60 nijerez, 120 biñsaskell, 40 karr-arsailh , 100 karr-arsailh skañv, 600 karr houarnwisket, 18 pezh-kanol (oberiadenn Daguet)
  •   Koweit : 22 000 den, 15 nijerez et 34 biñsaskell
  •   Pakistan : 10 000 den
  •   Bahrein : 7 400 den
  •   Bangladesh : 6 000 den
  •   Kanada : 2700
  •   Italia : 1 950 den, 5 lestr, 22 nijerez
  •   Maroko : 1 200 den (mui 5 000 e Abû Dhabî)
  •   Nigeria : 1 500 den
  •   Arc'hantina : 900 den, 2 lestr
  •   Aostralia : 600 den, 3 lestr
  •   Spagn : 500 den, 7 lestr
  •   Senegal : 495 den (92 anezho e krach ur C-130 an arme saoudat)
  •   Belgia : 400 den, 5 lestr, 12 nijerez ha pourvezioù-brezel evit ar gevredidi (N'he deus ket kemeret perzh en oberadennoù en Irak, 12 F-16 evit difenn Turkia)
  •   Izelvroioù : 400 den, 3 lestr
  •   Gres : 200 den, 1 lestr
  •   Sierra Leone : 200 den
  •   Honduras : 150 den
  •   Danmark : 1 lestr
  •   Norvegia : 1 lestr
  •   Portugal : 1 lestr
  •   Polonia : 1 ospital an armeoù, 130 den ennañ, 2 lestr-ospital
  •   Roumania : 1 ospital an armeoù, 360 den ennañ, 1 c'hreizenn digontammiñ kimiek gant 160 den
  •   Sveden : 1 ospital an armeoù, 525 den ennañ
  •   Tchekoslovakia : 1 c'hreizenn stourm enepkimiek gant de 300 den, ha gwardet gant 37 soudard
  •   Singapour : 35 mezeg-brezel

Efedoù

kemmañ

Kolloù

kemmañ
 
Prizonidi-vrezel irakat e dibenn ar brezel.
 
Nijerezioù ar c'hengevredad o nijal a-us puñsoù-tireoul war-lerc'h "Korventenn an Dezerzh"

kolloù-brezel Irak

kemmañ
  • 100 000 den marv hervez ar c'hengevredad, 20 000 den marv ha 60 000 den gloazet hervez Irak, etre 3000 ha 5000 den marv hag etre 8000 et 15000 den gloazet hervez mailhed zo. 86 000 prizonad-brezel (2500 anezho gloazet).
  • 139 nijerez (mui 114 repuet en Iran), 8 biñsaskell, 74 bag, 2 089 karr-arsailh, 856 karr-treuzdougen, 2 140 pezh-kanol.

Kolloù-brezel ar gevredidi

kemmañ

En holl, 240 den marv ha 776 den gloazet e-kerz an emgannoù. D'ar re-se eo ret ouzhpennañ 138 soudard lazhet ha 2978 gloazet e gwallzarvoudoù zo. Mod-all, 41 soudard a zo bet tapet gant an Irakiz.

  • Stadoù-Unanet : 148 den marv, 458 dne gloazet, 60 nijerez, 15 biñsaskell, 18 karr-arsailh M1 Abrams, 20 VCI M2/M3 Bradley (17 anezho distrujet gant tennoù-kamarad), pezhioù-kanol ha daou lestr (USS Tripoli hag USS Princeton) bet distrujet gant minoù.
  • Rouantelezh-Unanet : 6 den-marv, 6 den gloazet, 7 nijerez.
  • Arabia Saoudat : 18 den marv, 20 den gloazet, 2 nijerez.
  • Arabed all : 13 den marv, 43 den gloazet.
  • Frañs : 3 den marv, 27 den gloazet, 2 nijerez
  • Italia : 1 nijerez
  • Senegal : 8 den gloazet

Kolloù nannsoudard

kemmañ
  • Irak : sifr ofisiel ebet. Eus 50 000 da 130 000 den marv, 30 000 anezho e-kerz emsavadeg 1991 war-lerc'h an harz-tennadeg.
  • Koweit : 1082 zen marv e-kerz ar brezel, 625 den diank, 400 den lazhet gant ar minoù e 1991, miliadoù a dud c'hloazet.
  • Jordania : 14 den marv, 26 den gloazet (blenierien kirri-samm war hent Amman-Bagdad)
  • Israel : 2 zen marv ha 304 den gloazet gant fuc'helloù scud irakat
  • Arabia Saoudat : 2 zen marv, 76 den gloazet

N'eus ket bet c'hoazh studioù a-zivout implij uraniom paouraet hag e efedoù war ar soudarded hag ar boblañs.

Koust ar brezel

kemmañ

Divent eo bet koust armerzhel, dispignoù-brezel hag efedoù ekologel ar brezel-se, a zo bet berr-tre koulskoude.