Arsav-brezel
emglev a laka an holl armeoù da baouez d'en em gannañ
Un arsav-brezel zo un emglev lakaet dre skrid a laka an holl armeoù da baouez d'en em gannañ evit ur prantad e-kerzh ur brezel. N'echu ket ar brezel evit kelo-se, en un doare ofisiel d'an nebeutañ. Gallout a ra an emgannoù kregiñ en dro. Koulskoude e vez implijet a-wezhioù gant an enebourien evit atropiñ.
Kemeret e vez deiziad ar skrid-emglev da zeiz kentañ distro ar peoc'h hag alies e vez graet anezhañ ur gouel broadel er broioù trec'h.
Un nebeud arsavioù-brezel
kemmañ- D'an 28 a viz Genver 1871 : Gantañ e echuas brezel gall-hag-alaman 1870
- D'an 11 a viz Du 1918, un arsav-brezel etre ar gevredidi hag impalaeriezh Alamagn a lakaas un termen da emgannoù ar Brezel bed kentañ. Sinet eo evit 36 devezh hag e vo adkaset betek ma vo sinet ar skrid-emglev peoc'h d'an 28 a viz Even 1919
- D'an 22 a viz Even 1940 : an arsav-brezel etre Bro-C'hall renet gant Pétain ha Alamagn Adolf Hitler e Rethondes er wagon e lec'h ma oa en em gavet ar marechal Foch hag an dileuridi alaman evit arsav-brezel an 11 a viz Du 1918.
- d'ar 27 a viz Even 1953 : arsav-brezel Pan Mun Jon etre Korea an Norzh ha Korea ar Su
- 20 a viz Gouere 1954 : arsav-brezel etre Bro-C'hall ha Viêt Nam.