22 Mezheven
deiziad
(Adkaset eus 22 Even)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1283 : harzet eo ar priñs kembreat Dafydd ap Gruffudd gant soudarded saoz Edouarzh Iañ.
- 1402 : en Emgann Bryn Glas eo trec'h Owain Glyndŵr war ar Saozon.
- 1633 : gant lez-enklask an Iliz, e Roma, eo rediet Galileo Galilei da zisteurel e gredenn emañ an Heol, ha n’eo ket an Douar, a zo e-kreiz an Hollved.
- 1675 : gant Charlez II Bro-Saoz eo savet Arsellva roueel Greenwich.
- 1812 : aloubet eo Rusia gant armeoù Napoleon.
- 1919 : banniel an Inizi Faero a zo savet evit ar wech kentañ gant ur studier faeroat e kêriadenn Fámjin.
- 1921 : digoradur Parlamant Norzhiwerzhon e Béal Feirste.
- 1940 :
- 1941 : aloubet an URSS gant lu Alamagn.
- 1944 : fuzuilhet 6 harzer e Sant-Visant-an-Oud.
- 1976 : kondaonet eo Edmond Simeoni da 5 bloavezh toull-bac’h da-heul afer Aleria.
- 1978 : Charon, brasañ loarenn Ploudon, a zo dizoloet.
Sportoù
kemmañ- 1928 : loc'hañ a ra 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde) (a-benn d'an eur).
- 1964 : loc'hañ a ra 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Lisieux (Calvados).
Ganedigezhioù
kemmañ- 1757 : George Vancouver, ergerzher saoz.
- 1767 : Wilhelm von Humboldt, prederour ha politikour alaman.
- 1775 : Camillo Ranzani, lean ha naturour italian.
- 1805 : Giuseppe Mazzini, brogarour ha politikour italian.
- 1837 : Paul Charles Morphy, meurc'hoarier echedoù eus SUA.
- 1884 : Giovanni Martinolich, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1885 : Milan Vidmar, ijinour ha mestr meur echedoù yougoslaviat a Slovenia.
- 1898 : Erich Maria Remarque, skrivagner alamanek.
- 1908 : Pablo Dorado, melldroader etrebroadel uruguayat.
- 1930 : Zavier Grall, skrivagner breizhat.
- 1945 : Miko Mission, kaner italian.
Marvioù
kemmañ- 1429 : Ghiyath al-Kashi, steredoniour ha matematikour pers.
- 1874 : Howard Staunton, mestrc'hoarier ha kazetennour echedoù saoz.
- 1931 : Armand Fallières, Prezidant ar Republik C'hall adalek 1906 betek 1913.
- 1974 : Darius Milhaud, aozour sonerezh klasel gall.
- 1987 : Fred Astaire, aktour ha dañser amerikan.
- 2018 : Geoffrey Oryema, kaner eus Ouganda.
- 2022 : Yves Coppens, antropologour gall