Geoffrey Oryema (16 a viz Ebrel 1953 - 22 a viz Mezheven 2018) zo ur soner ha kaner genidik eus Ouganda. E 1977 e voe lazhet e dad, Erinayo Wilson Oryema, hag a oa ministr e gouarnamant Ouganda, ha tec'hout a reas Geoffrey eus ar vro. Bevet en deus e Pariz, e Normandi, hag abaoe 2009 emañ o vevañ e Breizh, e Plañvour.

Geoffrey Oryema
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhOuganda, Frañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGeoffrey Oryema Kemmañ
Anv ganedigezhGeoffrey Oceng Oryema Kemmañ
Anv-bihanGeoffrey Kemmañ
Anv-familhOryema Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Ebr 1953 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSoroti Kemmañ
Deiziad ar marv22 Mez 2018 Kemmañ
Lec'h ar marvAn Oriant Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev Kemmañ
TadErinayo Wilson Oryema Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherkaner Kemmañ
Deroù ar prantad labour1990 Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh, gitar, Lukeme, Nang Kemmañ
Lec'h diazezOuganda Kemmañ
TachennWorld music, indie rock Kemmañ
Label sonerezhReal World Records Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://geoffrey-oryema.com Kemmañ
Ur sonadeg gant Geoffrey Oryema en Alamagn, e miz Meurzh 2001

Kanañ a ra Geoffrey Oryema e meur a yezh : e swahileg, en atcholeg, e gandaeg, yezhoù eus Ouganda, hag ivez e saozneg hag e galleg. Seniñ a ra gant meur a venveg, en o zouez lod eus Afrika (kora, nang) koulz ha gitar-tredan.

Anavezet eo er bed a-bezh abaoe e eil albom, Beat the Border. Kenlabouret en deus gant sonerien evel Peter Gabriel ha sonadegoù en deus graet en Europa, er Stadoù Unanet, e Japan, e Brazil, en Aostralia... E 1994 e oa bet o seniñ e Woodstock 94, da lidañ 25 bloaz ar festival hollvrudet.

Pladennoù

kemmañ
  • Exile (1990)
  • Beat the Border (1993)
  • Night to Night (1996)
  • Spirit (2000)
  • The African Odysseus/Best Of (2002)
  • Words (2004)
  • From The Heart (Long Tale Recordings) (2010)

Liammoù diavaez

kemmañ