Giovanni Martinolich
Giovanni Martinolich a zo bet ganet d'an 22 a viz Even 1884 e Trieste (Italia) ha marvet d'ar 25 a viz Gouere 1910.
Mestrc'hoarier echedoù italian.
Studier e oa e Vienna (Aostria). E 1905/06 e voe 4vet e Kampionad Vienna, goude Lowy, Milan Vidmar ha Savielly Tartakower. E 1906 e voe trec'h (9,5/12) e 4vet Tournamant Broadel Italian e Milano dirak Rosselli del Turco (9) ha Reggio (6,5). An disoc'h gwellañ bet tapet gantañ a voe an 9vet plas e Tournamant Meur Vienna e 1907, a-gevred gant Spielmann ha Wolf (6/13). E 1909 e voe trec'h e Tournamant Kevredigezh an Echedoù eus Trieste, 1,5 poent dirak Gladig. Embann a reas ur studiadenn a-zivout ar "Fegatello" (aberzhadenn ar Marc'h gant an tu gwenn) en Digoradur Spagnol er gazetenn "Rivista Scacchistica Italiana".