Howard Staunton, bet ganet e miz Ebrel 1810 e Londrez (Breizh-Veur) hervez lod, e kontelezh Westmorland hervezañ, ha marvet d'an 22 a viz Mezheven 1874 e Londrez, a oa ur Mestr-c'hoarier ha kazetenner echedoù saoz ag an XIXvet kantved.

Howard Staunton (1874)

Dianav a-walc'h e chom e vuhez a-raok ma teuas da vout ur c'hoarier echedoù brudet. Hervezañ e oa bet ganet e Westmorland eus un tad anvet William. Paour e oa, ne reas ket a studioù pa oa yaouank. Hervezañ c'hoazh e reas c'hoariva pa oa yaouank, c'hoariet Lorenzo gantañ er pezh The Merchant of Venice bet skrivet gant William Shakespeare.

Gwellañ c'hoarier ar bed e voe adalek 1843 betek 1851 ha kampion ar bed (diofisiel). en enor dezhañ ez eo bet anvet Staunton ar pezhioù echedoù bet treset gant Nathaniel Cook e 1842, hag a zo ofisiel en tournamantoù er bed a-bezh.
Skrivañ a reas pennadoù a-zivout an echedoù en New Court Gazette, renet gant N. Cook, adalek 1840 hag er British Miscellany ; gantañ e voe krouet ar gazetenn Chess Player's Chronicle.

Brudet eo ivez Howard Staunton evit bout embannet oberennoù klok William Shakespeare gant notennoù. Diamzeriet eo e labourioù hervez an arbennigourion war Shakespeare a-vremañ.

Mervel a reas a-daol-trumm en e levraoueg p'edo o pleustriñ war ul levr nevez.

Oberennoù skrivet

kemmañ
 
Pezhioù Staunton
Gant aotre hegarat Frank A. Camaratta, Jr. ; The House of Staunton, Inc.
  • The Chess-Player's Handbook, 1847, gant meur ag adembannadur betek 1993
  • The Chess-Player's Companion, 1849
  • The Chess Tournament (a-zivout Tournamant Londrez 1851), 1852
  • Chess Praxis, 1860
  • Facsimile a folio Shakespeare 1623, 1864
  • Facsimile a Much Ado about Nothing, diwar embannadur 1600, 1864
  • Great Schools of England, 1865
  • Unsuspected Corruptions of Shakespeare's text, heuliad pennadoù en Athenaeum adalek 1872
  • Chess: Theory and Practice, embannet goude e varv gant R.B. Wormald, 1876

Levrlennadur

kemmañ
  • Raymond Dennis Keene ha Richard N. Coles, Howard Staunton, the English world chess champion, British Chess Magazine, 1976 (ISBN 978-0-900846-19-9)

Liammoù diavaez

kemmañ