Digeriñ al lañser pennañ
Poltred Arthur Hay (1890) gant Hume.

Ar c'horonal Arthur Hay, navvet markiz Tweeddale anezhañ, bet ganet d'an 9 a viz Du 1824 e Gifford (Lodainn an Ear, Bro-Skos) hag aet da Anaon d'an 29 a viz Kerzu 1878 e Chislehurst (e gevred Londrez-Veur, Bro-Saoz), a oa un evnoniour skosat hag ofiser er British Army[1].

Anavezet e voe evel Lord Arthur Hay betek 1862 pan eas da veskont Walden[2] hag a-raok mont da varkiz Tweedale[3] da varv e dad George Hay (1787-1876).

Eontr e oa d'ur skiantour breizhveuriat all : Robert George Wardlaw-Ramsay (1852-1921).

Roe e voe e anv d'un nebeud spesadoù evnedActinodura waldeni, Dicrurus waldenii, Rhabdotorrhinus waldeni — da zougen bri dezhañ.

Taolenn

Listenn al laboused en devoa studietAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. En India hag e Krimea.
  2. Ober a reer gant ar berradur Walden betek 1876 e metoù al loenoniezh.
  3. Ober a reer gant ar berradur Tweedale war-lerc'h 1876 e metoù al loenoniezh.
  4. 4,0 4,1 4,2 ha4,3 A-gevret gant Henry Haversham Godwin-Austen.
  5. A-gevret gant Edgar Leopold Layard.